Pajenn:M. Abgrall - Yan al Lolo hag e bried o vont d’ar baradoz, Feiz ha Breiz, 1914.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 151 —

he Doue d’ezi en derveziou araok ; ha setu d’al lun, an amezeien, o veza ma ne glevent trouz ebed er zolier goz, a ieas da welet an nor ’ne veze morse prennet ; kaout a rejont Yan evel pa vije kousket en eur c’hoarzin, e japeled gantan en e zourn ; maro oa en eur bedi ar Werc’hez : Mac’harit pa glevas a gemeras kement a boan ma varvas ive arôk an noz ; an daou goz ne rejont ket kalz a zale d’an dud ; o daou oant sebeliet en eur gichen  ; d’ar meurz-Fask, etre an offeren hag ar gousperou e oant enterret ha lakêt er memez bez.

Yan o veza ma oa maro da genta, e en em gavas ive, evel just, da genta var hent ar baradoz ; mont a rea, gwisket gant e druillou paour, eun tam brao a lorc’h ennan, a c’hellit kredi ; grêt er devoa eun tam brao a vale pa deuas da zonj d’ezan deus e bried : « Sell ’ta, eme Yan, me zo sot, avat, o vont va unan d’ar baradoz ; red eo d’in gedal Mac’harit ; sur oun ne jomo ket pell var va lerc’h ; hag hen, azeza var ar c’hleuz, dindan eur voden dero ; n’oa ket pell edo eno pa glevas unan bennak o hopal « Yan ! Yan  ! » Ha Yan sevel en e zav da zellet en dro d’ezan  : ne wele netra : « Alo ! n’eo ket me eo a c’halver, e feson ; var an douar e oa ouspenn me a Yannou ; kredabl er baradoz ez eus meur a hini ive ; Louis ar C’hail deus Lambôl a lavare ez oa er baradoz naontek sant Yan ; kredabl o hopal da unan euz ar re-ze eo emêr ! » ha Yan oc’h azeza ’vit an eil gwech ; mes prest e klevas adarre Yan, Yan al Lolo  ! » En tôl-ma avat, ez eas d’ar red, d’he dambroug ; prest he gwelas o tont, tiz varni ; bale a rea eün gant kreiz an hent, anat oa e wele sklêr brema ; he c’hoef koton pluchennet, a dreuz kaër var he fenn, hag he daouarn ganti e godellou he zavancher pilpous, an hini he devoa bet vit he derou-mat digant gwreg ar Ger-Roux. Yan, kement a fouge a oa ennan, a en em lakeas da redet ha digouezet gant Mac’harit e lammas da bokat d’ezi evel da zeiz o eured.

Breman ez eont o daou kenver ha kenver gant an hent bras ; pa oant var an douar an daou bried a en em gleve kenan ; ne zave trouzik ebed etrezo, morse, nemed divar benn ar Baradoz.