Pajenn:M. Abgrall - Yan al Lolo hag e bried o vont d’ar baradoz, Feiz ha Breiz, 1914.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —

evel ar re all, mes setu pa ziskennas evit ar wech kenta da c’hoari etouez pôtred vihan e garter, ar re-ma a ioa nec’het o klask penoz henvel anezan, pa ’z eo gwir e oa eur Yannik all en o zouez ; hennez a oa o chom, just en traon, dindan ar zolier goz : unan avizetoc’h eget ar re all a lavaras : henma eo Yannik ar zolier, egile Yannik an traon ; e feiz kavet e voa mat e gôz hag an hanoiou-ze a voa dalc’het varnan. E Landi, ar bôtred koulz hag ar merc’hed o deus brud da veza distagellet mat, mes unan euz kamaraded Yannik a oa eun tammik berr e deod hag e leac’h lavaret Yannik ar Zolier a lavare Yannik al Lolo ; ar bôtred all a gave, kredabl, brao an hano-ze hag a lavare eveldan, ha divezatoc’h pa oa deut Yannik da veza bras ne veze grêt anezan nemed Yan al Lolo. Pa oa grêt e zeiz vloaz servich gant Yan e teuas adarre gant plijadur da jom en e zolier goz. Mont a reas da labourat var e vicher a givizer da di Yvon Grall en doa eur givizerez vras eun tachadik deus kear : ha prest goude e timezas da eur plac’h yaouank deus Bodilis a reat Mac’harit anezi ; eun toulladik brao a vugale o devoa ; an deleziou koz evel a c’hellit kredi n’eo ket gwellât eo a reant, ha bugale Yan a rea evel m’en devoa grêt o zad : dont bet an amzer a ruillou d’an traon ; n’eus forz, kreski a rejont ha fortunia ive d’o zro, setu ma chomas Yan ha Mac’harit o unan e solier goz ar C’hoz-Kastel.

Keit, ha ma chomas mat o c’horf da labourat ne vanke netra d’ezo ; beva dister a reant, mes kustum oant deus keusteuren dreut, ha p’o deveze eun tam yod kerc’h da goan e kave d’ezo o deveze bet eun tam brao a friko : siouas, gant an oad, e teuas ive varno ar poaniou ; Mac’harit ne wele mui anter sklerijen, ha Yan deut da veza kabac’h ne c’helle ket chom ouz ar chifalont da raklat ar c’hrec’hen ; e ziwesker a vanke d’ezan.

Tud Landi a zo bet ato mat ouz ar paour, hag an daou gêz koz ne vanke ket a voued d’ezo ; pa ’z ea Yan da ober tro kear gant e visac’h en deveze bara da ober meur a zervez ; gant an dillad eo e oa c’hoari ; keit ha ma he devoa gwelet Mac’harit sklêr, he dilladigou a veze atô net ; grêt e vezo enno kreven Jezuz gant nadoz Mari, lakeet tapis var dapis ; mes avat ne vezent ket toull ; brema awechou, Yan a veze gwelet e roched ha zoken e groc’hen ; ne rea ket kalz a van, ha Mac’harit ne wele ket.

D’ar mare-ze n’oa ket deut c’hoaz da Vrezal an Aotrou mat ha karantezus en deus bevet ha gwisket kement a beorien tro-var-dro d’e vaner. Daoust d’o faourentez, Yan al Lolo hag e bried, a en em gave eurus, ha bennoz araok mont d’o gwele, e lavarent o daouik ar bater gommun, ha pa veze echu, peb hini en e bart e unan a lavare goustad e bedennik da Zoue. Mac’harit a lavare : « Va Doue benniget, ne laoskit ket c’hanon var an douar ver-lerc’h Yan ! » hag henma diouz e gostez a lavare : « Gwerc’hez Vari benniget, lakit ac’hanon er baradoz e kichen Mac’harit ! »

An Aotrou Doue a zelaou atô an dud simpl a galon a bed anezan gant fizianz. D’ar zul Fask deus ar mintin, Yan, evel ma oa boaz bep bloaz, en devoa grêt e Bask ; Mac’harit a ioa bet diga-