Pajenn:M. Abgrall - Pardon Itron Varia Rumengol. Feiz ha Breiz, 1936.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
204


O zri en em lakejont da dridal gand ar joa hag e sellent ouzin gant daoulagad ken leun a anaoudegez vat, ma oan evel paeet dija eus ar vad a raen. O zri ec’h azesjont war ar skaon adrenv, ha pa ziblasas ar marc’h, e stagjont da c’hoarzin adarre gand al lorc’h hag al levenez ; ar paotr bihan lusket gant strons ar c’harr bihan a gouskas prest etre e dad ha me. Neuze e savas kaoz ganeomp ; me a lavaras d’ezan ne ranke ket beza eus a-bell pa deue da Rumengol, war e droad, gand e vandennadig bugale :

— Me, emezan, a zo ginidik diouz Lok-Melar ; eun nebeud bloaveziou a zo ez oun deuet da jom ra Zant Alar, d’eun tammig tiegez ha ne gaven ket re ger ; en em veva a c’hellemp braoïk ebarz, rak va gwreg a zo eul labourerez ha me a c’hell ober marc’hajou da dranchat ha da drouc’ha lann ; tost da vioaz a zo, Annaïk a zo aze, va merc’h kosa, a glanvas ; ar medesin a lavare oa gand ar c’hlenved tomm hag e c’helled kredi e tapje ar vugale all ivez ar c’hlenved ma chomjent, en hevelep ti gand o c’hoar ; ober a rejomp gwella ma c’helljomp evid o diouall ; an tri baotr a oa laket da loja er c’hraou hag epad an deiz e vezent kaset d’ar menez da ziouall ar zaout ; va hini goz ha me a bromettas ma pereje Annaik ha ma vije diouallet ar re all diouz ar c’hlenved ez ajemp ganto da Rumengol da bardona ; diouallet int bet, a drugarez Doue, ha setu dec’h da noz, em eus. lavaret d’am gwreg : « Me gav d’in, en eur zevel warc’hoaz da deir eur e c’hellfen peurober ar marc’had tranchat emaon gantan a-benn eiz eur hag e oan o sonjal mont gand ar vugale da Rumengol goude ; ezetoc’h eo mont gant bugale d’ar zadorn eget d’ar zul !

— E feiz ! ya, avat ! a respontas d’in va hini goz, esoc’h eo sur hag amzer ar pezo. da ober da dro, ma ne c’hellit ket dont en deiz e lakeoc’h an noz d’hen astenn ! » ha setu er mintin-man, pa ’z oun deuet eus ar waremm, ar vugale a oa prest ha goude beza debret peb a vanne boued lêz, omp deuet en hent ; ar Werc’hez a zo a-unan ganeomp pa ’z eo gwir hon eus kavet tud vat d’hon dougen !