Pajenn:M. Abgrall - Pardon Itron Varia Rumengol. Feiz ha Breiz, 1936.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
203


— Mar kirit, va zad, dont d’ar zadorn, goude merenn, d’hor c’herc’hat da Rumengol, ez omp barrek da ober hon tro, hep beza re skuiz !

— Mat ! mat ! hag ez in !

— D’ar yaou, ar paotr saout a reas peb a wialenn rikamanet d’ar merc’hed ha goude koan an tonton Job a deuas d’o c’herc’hat ; goude beza kemeret dourn benniget ha grêt sin ar groaz ez ejont o zri, en hent ; pa oa êt er mêz eus an ti, Lizig a deuas war he c’hiz da lavarout d’he mamm lakat en eur baner eun nebeud krampoez da gas d’ezo pa ’z ajed d’o c’herc’hat.

D’ar zadorn goude kreiste, me a sternias va loen ouz ar c’har bihan ; Mari Jann a lakeas d’in, ebarz eur baner, krampoez hag eur volennad amann ha me en hent.

Edon en em gavet, war eun nebeud, tost da Zant Alar, pa welis eur vandennadig tud o vont araozon ; unan anezo a oa eur gwaz bras ha krenv, evit doare, eur paotr bihan pevar pe bemp bloaz, war c’haoliad, war e ziskoaz, en e gichen : eur paotr all seiz vloaz bennak a valee diarc’hen, e voutou gantan en e zouarn ; eur c’hrenn baotr all a c’helle kaout daouzek vloaz a ’z ae gant fos an hent bras, o sellout ouz ar c’hleuz, evel pa vije o klask neiziou ha warlerc’h, eur baotrez, eun tammig brasoc’h, eur bakadenn ouz he doura, a ruze he zreid, egiz pa vi skuiz dija ; peb a wialenn wenn a oa ganto ; anat oa edont o vont da bardona ; pa zigouezis en o c’hichen, me a c’houlennas :

— O vont da Rumengol emaoc’h, evit doare !

— Ya ! avat ! va den mat, divinet ho peus !

— Mar kirit, emeve, e teuot er c’harr bihan, betek eno.

— E feiz, avat , eme an tid, n’eo ket da veza refuzlet ; nec’het a-walc’h oun dija gand ar c’houitous man nė fell ket d’ezan bale ; e voutou her glaz, a lavar.

Ha va den lakât e baotr bihan em c’hichen ; an tri all ivez a oa tostaet ; ar baotred a floure ar marc’h gand o daouarn :

— Alo ! eme an tad, er c’harr bihan ez aimp ?