Pajenn:M. Abgrall - Marc'h an aotrou n'Eskop, Feiz ha Breiz, 1913.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —

Jakob hag e dad. Digouezet er porched ez eas en eur gamprik vihan hag ec’h azezas en eur gador vras e kreiz ar gampr ; ar sakrist a oa chomet e kichen an or a c’hrozmole :

« Allo ! bremaîk oa ar beorien, breman ar gomedianed ; diouall mat a c’hellan avat ! » An Eskop a ziskouezas d’ezan serri an or ha mont kuit hag e c’houlennas ouz Jacob ha gouzout a rea e bater hag he lavaret a rea awechou : « Oh ! ya ! pa oan bihan avat, e ouien va fater ; mes breman, c’houi wel, n’em bevez ket a amzer ! — : « Allo ! gwelomp, grit sin ar groaz ha livirit ho Pater noster ! »

Jakob a skrabas e benn hag a zrulhas eun tam sin ar groaz ; e wreg diouz an adrenv a lavaras d’ezan en e skouarn Pater noster qui es in cælis ; e feac’h avat, Jakob p’en devoa kavet penn an neuden a lavaras e bater braoïk awalc’h ; pa oa echu gantan oa hardiseat hag e lavaras : « Mar kirit e livirin e galleg ive ! »

— « Awalc’h eo, eme an Eskop ». Neuze e c’houlennas katekiz ouz ar vugale ; gouzout a reant ; unan anezo en devoa grêt e bask kenta, hag egile a ioa ken habil hag e vreur. Ar vamm he devoa tennet euz he godel eun tam chapeled koz ha ne c’houlenne ket gwell eget kommans d’hen lavaret evit diskouez e oa ken desket pe zesketoc’h zoken eget ar re all. An Aotrou ’n Eskop eun tachad a oa a zelaoue ha ne glevje ket eun trouz bennag er meaz ; en eun taol e oue klevet trouz eur marc’h o vale ; an Eskop a zavas da vont er meaz, hag an holl d’e heul. Pa errujont er porched, ar veleien à ioa eno c’hoaz. E traon an deleziou mevel an Eskop a zalc’he dre ar westegn eur marc’h yell, faro ha lart. An Aotrou ’n Eskop, oc’h hen diskouez da Jakob a c’houlennas : « Henman ar marc’h-man a vefe diouz ho toare ? » — : « Oh, Aotrou person, eme ar c’homedian, m’am bije unan evel hennez, sur ! »

— « Mat, kemerit anezan, va mab, ha bezit atao honest ha kristen. »

Jakob, kement a lorc’h a ioa ennan ne ouie ket petra rea. Kregi a reas e gwestegn ar marc’h ; hag ac’hano, mar gouie, heb sonjal zoken lavaret bennoz Doue. Ar bôtred vihan a drote e kichen o marc’h nevez en eur zellet outan gant souez ha dudi ; biskoaz n’o devoa gwelet eur marc’h ken brao : Eat eun tachad, o zad a grogas e fons o bragez an eil goude egile hag a daolas anezo var gein ar marc’h ; neuze an daou bôtrik a deuas da zonj d’ezo deus ar pez en devoa ankounac’heat o zad, hag o sevel o daouarn en ear e leverjont a bouez penn « merci Aotrou ’n Eskop !» Ar vamm a deue varlerc’h en eur rodal evel eur rouanez a zizroas neuze ivez hag a reas eur reverans beteg an douar en eur lavaret : « Doue ho paeo ! »

An Aotrou ’n Eskop a c’hoarze hag antronoz ez eas da ober tro e eskopti var e droad ; d’e vevel a en em glemme abalamour : ma ranke bale e lavaras : Allo ! Allo ! Ephrem, gwella louzou a zo ouz ar rem, eo bale ha c’houezi heb klem ! »

M.-A. Abgrall.