Pajenn:M. Abgrall - Marc'h an aotrou n'Eskop, Feiz ha Breiz, 1913.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —

tudigou paour, tud mac’haniet, bugale a welet o tont sioulik gant bord ar ruiou, hag holl ez eant varzu an iliz ! : « Sell ’ta, eme Jacob, da beleac’h ez a ar re-man da vihana ; doare o deus da veza holl ker paour ha ni. » Edont o vont da dremen eur vaouez koz a iea en eur jilgammat harpet var he baz ; en eur vont ebiou d’ezi maouez Jacob a c’houlennas outi da beleac’h ez ea ker mintin-ze. An hini goz a zavas he fenn da zellet outi hag a respontas souezet maro : « Maouez keaz, c’houi n’oc’h ket ac’halen sur aoualc’h pa ne ouezoc’h ket ema peorien kear holl o vont da lavaret kevavô d’an Aotrou ’n Eskop ; sellit hennez eo tad ar beorien ; ar pez a zo d’ezan a zo d’eomp-ni ivez, ha bep bloaz en dervez ma tiblaz evit ober tro e eskopti e teuomp da reketi d’ezan eur veach vat ! »

Erruet oant dirag an iliz-veur ; adalek ar porched beteg anter ar blasen e oa eur renkad peorien, hag a en em zalc’he sioul hag en eun doare dereat. An hini goz a en em lakeas el lost, ha Jakob hag e dud a jomas eun tammik adrenv. En eun taol dor an iliz a zigoras ; eur vanden veleien a deuas er porched, ha var o lerc’h an Aotrou ’n Eskop a ziskennas beteg traon an deleziou, hag en eur ziskenn e lavare en eur vousc’hoarzin : « Asa, va bugale, deut oc’h adarre ’ta, da lavaret kenavo d’ho tad ; kontant bras oun avat d’ho kwelet ! » Ha neuze ez ea penn da benn ar renkad, e lavare eur gomz ouz peb hini, e roe d’ezan e vennoz ; eur mevel hen heulie, eur yalc’h gantan ; an eskop a gemere ebarz eur gwenneg bennak hag a roe da bep hini deuz e ezom, rag o anaout a rea holl ; digouezet e kichen an hini goz a ioa chomet e lost ar renkad e lavaras : « Sell ’ta Perrin, c’houi ho peuz gellet dont ivez ! » « Oh ! Aotrou ’n Eskop, anat eo d’eoc’h avat me a vije deuet ; ha neuze sellit, eur gefridi am boa c’hoant da rei d’eoc’h. » An eskop a vousc’hoarzas en eur c’houlenn : « Petra eo ’ta, Perrin ? »

— : « Va Doue, Aotrou ’n Eskop, c’houi oar, Janned, va c’hoar yaouanka a zo dimezet du-hont er meneziou ; c’houi a zo o vont varzu eno, hag em euz c’hoant e rafec’h va gourc’hemennou d’ezi ha neuze e rofoc’h d’ezi an aluzen ho poa sonj da rei d’in-me, rag klevet am eus eo maro he bioc’h, ha c’houi oar n’eo ket pinvidik nemed e bugaligou ! »

— : « Ya ! Ya ! Perrin, sonj am bezo, bezit dizoursi ! » Epad ar gaozeaden ze, Jakob a zelaoue, ha pa glevas hano euz ar vioc’h e teuas da zonj d’ezan d’eus e varc’h ; en em lakât a reas er renk e kichen Perrin goz hag e tiviske e gasketen. An Aotrou ’n Eskop a reas eur sell outan hag a lavaras « C’houi va den mat, n’oc’h ket d’euz kear, sur awalc’h ! »

— « Nan, avat, Aotrou person ! » ha Jakob en eun halanad da gonta e histor hag hini e varc’h. Ar wreg hag ar vugale a dosteas ive ha dre ma komze an tad e teue an daelou puilh en o daoulagad. An Aotrou ’n Eskop p’en devoue selaouet penn da benn ar c’homedian a lavaras : « Deuit ganen, ma komzimp eun tachad ! » hag e lavaras eur ger bennak d’e vevel a yeas kuit dioc’htu. Neuze ez eas en dro varzu an iliz, var e lerc’h