Pajenn:M. Abgrall - Eostik Breiz-Izel, Feiz ha Breiz, 1907.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —



XIV

Hag e lavare ar Verc’hez :
« Bihanik tre out, eostik kez ! »

XV

« Bihanik tre out eostik kez,
Mes kana ’ rez ’vel an Elez. »

XVI

Neuze ’ ro dezan eur pokik
Hag e lavaraz goustadik :

XVII

« Dizro brema, va mignounik,
Da Vreiz, da gana da zonik. »

XVIII

Kerkent an eostik a zentaz
Hag abaoue na baouezaz.

XIX

Na baouezaz na deiz na noz,
Da gana son ar Baradoz.

Marianna ABGRALL.


————