Pajenn:M. Abgrall - Eostik Breiz-Izel, Feiz ha Breiz, 1907.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 187 —



III

Ken erruas an eostik-noz
E kichen dor ar baradoz.

IV

Eno e kanaz e zonik
Ken douz, ken flour ha ken koantik.

V

Ken dudiuz oa e vouez
Ma chom souezet an Elez.

VI

Ha ma rajont peoc’h raktal,
Hag ho diouaskel da dridal.

VII

An eostik lavare ’n e iez :
Mil meuleudi da Rouanez,

VIII

Da Rouanez dous an Elez
A zo ive va Rouanez.

IX

Hag an oll Elez assamblez :
Mil meuleudi d’hor Rouanez !

X

Neuze an eostik a davaz,
Ha dor an nenv a zigoraz.

XI

Dor an nenv zo korn-digoret ;
An eostik ebarz zo nijet.

XII

Dreist an Elez, an Arc’helez.
Chouchet e barlenn ar Verc’hez.

XIII

Hag ar Verc’hez, soublik, soublik
A flouraz dezan e bennik.