Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72

war-lerc’h.

Ar brinsez a skuilhas peder zakenn dour a varo warnan, ha setu hen kerkent maro-mik.

— Kasit ar c’hagn koz-man da vreina du-ze e douveziou ar c’hastell ! emezi neuze.

Ha kerkent e voe grêt ’vel ma lavaras.

Ar c’hakouz, pa welas, a yeas kuit, ’vel pa vije an diaoul war e lerc’h. Ha poent ’oa d’ezan !

Louizig a voe neuze eureujet da brinsez he bleo aour, hag e voe eno festou, dansou, kaniri hag a bep seurt c’hoariou, epad eur miz. Ar glaouer koz, e wreg, e vugale hag o holl gerent a voe pedet ivez. Mamm va mammio-goz a oa eun tammig kar, hag a voe pedet ive, hag evel-se va zud koz o deus gouvezet doare an eured.

Kontet gant Barba Tassel, Plouaret ;
miz kerdu 1869.


————