Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
71

evel ma lâran d’it, hag e retornfomp c’hoaz d’ar gêr.

Laza ra Louizig e varc’h ha ’n em guza e-kreiz e vouzellou tomm. Emberr, e tiskenn eur vran war gorf ar marc’h.

— Fresk eo ? a lavar unan all war ar brank.

— Fresk beo !

Kerkent Louizig a denn e zorn prim, hag a dap ar vran genta.

— Lez va far ganin ! lez va far ganin ! a gri eben.

— Ya, mar digasez d’in diou vuredad eus an dour a varo hag an dour a vuhez.

— Ya, ya, ober a rin.

— Deus aman ’ta, ma stagin diou vured ouz da zaou droad.

Setu staget an diou vured, hag e kri adarre :

— Lez va far ganin ! lez va far ganin !

— N’he lezin ket ken a zalc’hin an diou vuredad dour.

Partia ’ra ar vran… Distrei a ra tri deiz goude, met, siouaz ! n’oa ket a zour ganti ! Hag e pe stad e oa-hi, al lapous kêz ! Rostet he flun, hag hi hanter-varo !

— N’eus ket a zour ganit ! eme Louizig.

— Siouaz ! n’em eus ket gallet. Daou serpant a seiz penn pep-hini a zo e-kichen pep feunteun, hag ar re-ze a zislonk tan gant o seiz penn hag a dêv holl kement a dosta war-vete eul leo. Sellit en pe stad oun rentet !

Eun druez ’oa he gwelet.

Kaset eo neuze an eil vran, gant an diou vured stag ouz he daou droad. Houman a zo evurusoc’h, hag a zistro hep droug, ha ganti an diou vured leun. Louizig, evit gwelet dioc’htu nerz an daou dour, a skuilhas diou dakenn dour a varo war ar vran a oa bet devet gant tan ar serpanted, ha kerkent e varvas ; neuze e skuilhas warni diou dakenn all eus an dour a vuhez, ha kerkent setu hi beo ha yac’h evel biskoaz. Memez tra a reas d’e varc’h, hag e savas kerkent, beo, yac’h, hag en em lakaas da c’hourignal ; met ne gomze ken.

Ma tistroont neuze d’ar gêr, kontant ha joaüs. Seiz vloaz e oant bet oc’h ober o zro. Pa welas ar roue koz an diou vuredad dour burzudus, en em lakaas da lampat ha da zansal gant ar joa, hag e c’houlennas beza yaouankaet raktal, evit beza eureujet an deiz