Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
VI


O dimezi a voe benniget gant Doue : daouzek krouadur o devoe. Fanch-Mari, an eil anezo, a c’hanas ar 6 [1] a viz mezeven 1821.

E vugaleach, e Keranborn, a voe « evurus ha laouen », renet gant kerent mat ha karantezus. Bepred An Uhel a gavo plijadur o tistrei war an amzer-se, ha bepred ar soniou a savo evit envori e vugaleach a vezo fresk ha dudius hag a seblanto deuet a greiz e galon. Ar vuhez a vevas neuze a voe hini eur paotrig diwar ar meaz : galoupat a-dreuz ar parkou hag ar prajou ; « ken skanv hag eur gwinver », pignat er gwez, — n’oa ket, hervez e lavar, eur pigner all par d’ezan, — evit dastum frouez pe evit klask neiziou, a-unan gant kanfarded all eus e oad pe gant e vreudeur hag e c’hoarezed ; tapout kaouenned evit o lakaat da stourm ouz kaz an ti ; kutuilh bleuniou, hag all.

…Neuze evel brema,
Karien redek atô dre ’r parko, ar c’hoajo,
Ha n’em boa ket ma far evit kavout neizo [2].

Hag evelse e kemere nerz ha yec’hed. Ma tigoueze gantan dont d’ar gêr, e chupenn pe e vragou freget gant an drez pe ar brankou, a dra zur e veze gourdrouzet, — ha ret e oa, — met prest e oa da adkomans antronoz, daoust m’en doa touet ne raje ken : le eur bugel a dremen evel an avel.

Rust pe fall an amzer, ret e veze chom er gêr, ha neuze eur blijadur all a oa evitan klevout hini pe hini eus mitizien Keranborn o kana soniou pe werziou, ha mestrez an ti, Rozali Ar Gac, o tiskana gante : hor paotr Franso-Mari [3] a selaoue gant evez, marteze e c’henou digor gantan war nav eur, evit o c’hlevet gwelloc’h.

Ha dioc’h an noz, pa veze debret koan, oh ! neuze, e blijadur

hag e levenez a veze eus ar re vrasa, rak beilhadegou Keranborn,

  1. — Hervez kaïer ti-kêr Plouaret, bloavez 1821. Kavout a reer meur a zeiz all er pennadou skrivet war An Uhel ; hen e-unan, en e « Notices individuelles » pa oa « rejant » pe mestr-studi, a verke e oa ganet an 21 a viz mezeven.
  2. — « Ar stêr vihan », e leor Ma C’horn-bro.
  3. — Evelse e veze hanvet gant e gerent hag e gamaraded.