Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




F.-M. AN UHEL [1]
(1821-1895)
————


Keranborn — bet gwechall eun noblans vras, evel Guernaham ha Guernachanay, tost d’ezi, n’oa ken, eun nebeut bloaveziou araok Dispac’h 1793, nemet eur vereuri vras, pa voe prenet gant Fransez An Uhel, ginidik eus a Votsorhel (Penn-ar-Bed). O timezi e Plouaret, ar 14 a viz c’houevrer 1775, gant Mari Merrien, eus parrez Ploubêr, ez eas da chom da Geranborn hag, a-unan gant mitizien, e talc’has an douarou bras stag ouz ar maner koz, damgouezet, pe dost, en e boull.

E vab Fransez, — tad ar skrivagner, — kemeret gant ar « rekisition », daoust m’en doa prenet diou wech eur « remplaçant », a voe soudard e gward-a-enor an impalaer Napoleon kenta. Distro d’ar gêr, ec’h eurejas, an 20 a viz ebrel 1815, e iliz Prat, Rozali-Visanta Ar Gac, ganet e Planiel, an « 28 ventose, 4e année de la République une et indivisible ». Evel o zad, kenderc’hel a rejont da diekaat douarou Keranborn. Tud a zoujans Doue e oant o-daou, prest bepred da rei skoazell ha sikour d’o amezeien, hag Ouspenn, madelezus-tre e-kenver ar beorien, ar glaskerien-vara, a gave atao er maner lojeiz ha boued hag eun tamm plas e korn

an oaled da domma o izili.

  1. — Araok displega penn-da-benn buhez An Uhel, ret eo d’eomp lavaret n’hon eus ket gallet, daoust d’eun enklask hir ha piz, anaout tra ebet war meur a boent anezi. Gwelloc’h eo, a gav d’eomp, lavaret n’ouzomp ket, eget lavaret traou diazezet war netra, evel ma tigouez, — re alïes, siouaz ! — gant hiniennou pa zisplegont buhez skrivagnerien hon bro. — Talvoudus bras eo bet d’eomp, evit ober hon labour, ar pennadou niverus skrivet war An Uhel hag e oberou, met eun dra a-bouez eo bet evidomp gallout furchal en diou baperenn (dossiers) miret e Pariz, en Diellou broadel : unan diwar-benn an amzer tremenet gant an Uhel en Deskadurez ; eben diwar-benn e gefridiou (missions) e Breiz-Izel.