Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44


Eun deiz dreist ar re all, e tapas eur pesk kaer, alaouret holl hag evel n’en devoa gwelet biskoaz.

— Va zaolit ’barz ar mor ! a lavaras ar pesk d’ezan.

— Petra ! eme ar paotr, souezet mat, c’houi a gomz ?

— Ya ’vat. Met va zaolit ’barz ar mor, pa lavaran d’ec’h.

— Hola ! hola ! re a vuhez fall am eus, pell ’zo, gant va c’hoarezed, ha hirio, p’am eus tapet eur pesk ken kaer, ne vin ket diot a-walc’h evit hen teurel ’barz ar mor.

— Va zaolit ’barz ar mor, a lavaran d’ec’h c’hoaz eur wech, ha n’en em gavfet ket gwaz a ze… Me eo roue ar pesked, ha, mar va laoskit da vont, me ho lakaio da dapout bemdez kement ha ma karfet a besked.

Teurel a reas ar pesk ’barz ar mor. Heman a savas e benn war-c’horre an dour, hag a lavaras :

— Va bennoz d’it !… Me ’dalvezo d’it kement-man. Lavar d’az c’hoarezed penaos, a-benn eun deiz hag eur bloaz, e teuio tri roue d’o eureuji, roue ar pesked, roue al loened pevar-zroadek, ha roue an holl lapoused-nij.

P’en devoe komzet er giz-ze, ar pesk a yeas kuit, hag ar paotr a chomas pell souezet mat, ha digor e c’henou gantan. Pa zistroas d’ar gêr, setu e c’hoarezed da c’hoari warnan :

— Netra adarre !… Da betra out-te mat ivez ’ta ?…

— Tapet em oa eur pesk eus ar c’haera, ha ’vel ma ’z eo en em laket da gomz ouzin, em eus laosket anezan en dour.

— Ma ! ma ! ken diot ha te n’hon eus gwelet biskoaz !… Ha petra en deus lavaret d’it ?

— Lavaret en deus d’in penaos, a-benn eun deiz hag eur bloaz, en em gavo aman tri roue evit hoc’h eureuji, roue ar pesked, roue al loened pevar-zroadek ha roue an holl lapoused-nij.

— Ro peoc’h !… Te eo diota paotr a zo war an douar !

An deiz war-lerc’h hag an holl deiziou goude, e tape ar paotr pesked kement ha ma kare : bep tro ma taole e rouejou, e teue gantan o leiz. E c’hoarezed ne ganent ken pouilh d’ezan ; ar c’hontrol da ze, stad a veze grêt d’ezan. Bemdez ec’h eent en kêr da werza pesked, hag e prenent dilhad nevez, ha c’hoaz e tigasent arc’hant d’ar gêr. Ma teujont, e berr amzer, da veza pinvidik.