Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Mab an hini goz pe Roue ar pesked


————

Eur wech e oa,’vel ma lârer atao,
Pa vez c’hoant da gonta eur gaozig vihan vrao.


Eur wech e oa eur pesketaer koz hag en devoa teir verc’h hag eur paotr. Paour ’oa, ha n’en devoa, evit beva, hen hag e re, nemet ar pezig a denne eus ar pesked a dape. Bemdez ec’h ee da besketa d’ar mor gant e vag vihan. Dont a eure da vervel, hag ar mab ac’h ee neuze bemdez da besketa e-lec’h e dad evit maga e vamm hag e deir c’hoar. Met allaz ! yaouankik ’oa c’hoaz, didalvez ha diwezat ivez eun tammig, ha ne dape kazi netra. Ma oa dienez en tiegez, mui eget biskoaz, hag e teujont da veza gwall-baour.

Pa zistroe d’ar gêr hep netra, — ar pez a c’hoarveze alies, — e veze e c’hoarezed o c’hoari warnezan :

— Didalvez ! genaoueg ! hon lezel a ri da vervel gant an naoun ! Ha bep beure, a-raok ma vije savet an heol :

— Alo ! lanchore, sav buan ! Kerz da glask peadra da leina !

Mont a rê ar paotrig kêz, alies hep beza debret tamm. Poania a rê eus e wella, met, allaz ! ne dape kazi netra bepred. Ma oa reuzeudik a-walc’h.