Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34

a reont, kement ha kement m’en em gavjont dirak mogeriou porz ar c’hastell ’lec’h ma oa Marc’h ar Bed. Digor ’oa an nor vras.

— Pignit brema war voger ar porz, dre ar wezenn-dero a zo e-kichen, hag ac’hane e welfet bremaïk c’hoari-gaer.

Pignat a ra ar penhêr war ar voger, hag e varc’h a ya er porz.

Kerkent, Marc’h ar Bed a zired en eur c’hourignal, ha savet gantan e lost hag e voue en êr. Hennez, avat, a oa eur marc’h !… Memez tra e voe souezet o welet eul loen ker kaer ha ma oa ivez egile. Distaga ’ra d’ezan eur winkadenn, hag e kouez daou pe dri groc’hen ejen d’an douar. Ha setu neuze eur gann tenn ha rust, ken a grene ar c’hastell hag an douar gante.

Marc’h ar Bed a wall-skoe, ha bep taol e teue gantan daou pe dri groc’hen ; met egile a roe gwall flipadou ivez gant e hern a bemp kant livr, ha bep taol e tistage eur pez kig. Teir eur e padas ar gann, hag ar penhêr, war e voger, en doa aoun bras na gollje e varc’h, o welet ne chome ken nemet pevar pe bemp kroc’hen ejen endro d’ezan, pa welas Marc’h ar Bed o koueza d’an douar, e bevar droad en êr, hag o c’houlenn kartier. Neuze e tiskennas buan diwar ar voger, hag e lakaas eur brid d’ezan en e benn. Heman a lezas ober, hep stourm, hag a deuas neuze war-lerc’h ar marc’h all, trist ha stouet e benn gantan.

Pa zigouezjont o-zri en Pariz, an holl a zirede d’o gwelet : biskoaz n’o devoa gwelet daou varc’h ker kaer. Ar roue a zigemeras mat ar penhêr hag hen pedas da leina gantan. Stad vras a oa ennan o kaout en e balez eur burzud evel Marc’h ar Bed.

Met ar brinsez sorserez, ha na glaske nemet koll ar penhêr, n’oa ket a stad enni, hag, eun toullad deiziou goude, e lavaras adarre d’ar roue :

— Ma ouifec’h, va zad, petra en deus lavaret paotr e varc’h bras ?

— Ha petra en deus lavaret ’ta ?

— Petra en deus lavaret ?… Lavaret en deus ez eo den da gerc’hat d’ec’h ar brinsez kaer a zo gant eur serpant en eur c’hastell dalc’het gant peder chadenn aour etre an douar hag an nenv.

— Ha gwir ’ve en defe lavaret an dra-ze ?

— Ya, gwir a-walc’h, pa lavaran d’ec’h.