Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33

welfec’h Marc’h ar Bed ; hennez, avat, a zo eur marc’h ! Ho re n’int nemet koz gagnou en e genver ; ken ho pezo Marc’h ar Bed en ho marchosi, n’hallfet ket lavaret ho pezo eur marc’h kaer.

— Ya, met penaos kaout ar marc’h-ze ?

— An hini en deus yac’haet ho kezeg a zo den d’hen digas d’ec’h ; lavarit d’ezan ober.

Digemennet eo d’ar penhêr dont da gavout ar roue.

— C’houi, a gavan, a zo eun den dreist ar re all. Marc’h ar Bed am eus c’hoant da gaout, hag e vo ret d’ec’h hen digas d’in d’am falez.

— Ha penaos, aotrou roue, e c’hallfen-me ober ze, pa n’oun majisian na sorser ?

— Ah ! ret e vo d’ec’h hen ober, pe n’eus nemet ar maro evidoc’h.

Hag hen o tistrei beteg e varc’h, trist mat, ha stouet e benn gantan.

— Petra, a lavaras ar marc’h, a zo c’hoarvezet, ma ’z oc’h ker trist-se ?

— Allaz ! kollet oun, rak biken ne deuin a-benn da ober ar pez en deus gourc’hemennet ar roue d’in.

— Petra en deus gourc’hemennet ar roue ?

— Digas d’ezan d’e balez Marc’h ar Bed, pe n’eus nemet ar maro evidoun.

— Se n’eo ket eas, met diêsoc’h kalz hon devo da ober, ha, mar karit ober holl evel ma lavarin d’ec’h e kredan en em dennfomp eus ar pleg e. Retornit da gavout ar roue, ha lavarit d’ezan e renko va ober houarna gant pevar houarn a bemp kant livr pep-hini, dek tach en pep houarn, ha lakaat endro d’in naontek ha pevar-ugent ejen, evit terri nerz gwinkadennou Marc’h ar Bed ;

C’houi ma vrido hag a zibro,
A zalc’ho kont eus an tacho.

Mont a ra ar penhêr beteg ar roue, hag e lavar d’ezan kement-se holl.

— Grêt a vezo evel ma lavarit, eme ar roue, hag ouspenn ho pezo arc’hant kement ha m’ho pezo ezomm.

Pa voe prest holl, en em lakajont en hent. Mont a reont, mont

3