Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22


Tremen a ra an noz er c’hastell, hag an deiz war-lerc’h ar beure e partiont o-daou. Ar brinsez a zigas ganti alc’houeziou ar c’hastell hag o zaol er mor, Kavout a reont ar gazeg en tu all, war an aod ; pignat a reont o-daou war he c’hein, ha kuit etrezek Pariz.

Pa welas ar roue koz ar brinsez, e voe ker bras e joa ma voe darbet d’ezan koll e benn. Bemdez e vije festou ha c’hoariou, ha ne gomze nemet a zimezi d’ar brinsez. Houman a lavaras d’ezan e oa kontant a-walc’h, met e vije ret d’ezi a-raok, kaout eno he falez aour.

Setu nec’het ar roue. Penaos ober evit digas ar palez aour da Bariz ?

— Bah ! a lavaras d’ezan unan eus ar brinsed, an hini en deus kerc’het d’ec’h ar brinsez a gerc’ho ivez he falez.

Digemennet eo adarre da Dregont a Bariz mont da gomz gant ar roue.

— Arsa ! Tregont a Bariz, kastell aour ar brinsez a vo ret d’it da gerc’hat d’in ama, breman, dirak va-hini.

— Ha penaos, va roue, e fell d’ec’h e rafen-me ze ?

— Ret ’vo d’it ober, pe n’eus nemet ar maro evidout.

Dont a ra Tregont a Bariz war e giz, hag hen trist mat.

— Ma teu adarre va c’hazeg kêz d’am sikour, a lavare outan e-unan, marteze en em dennin c’hoaz eus ar pleg-man.

An deiz war-lerc’h ar beure, kerkent ha ma teu er-mêz a borz ar palez, e wel adarre e gazeg hag e lavar holl d’ezi.

— Distro beteg ar roue, ha lavar d’ezan e vo ret d’it, a-raok mont en hent, kaout eur marc’h sammet a aour hag eun all sammet a gig.

Retorn a ra beteg ar roue ; roet eo d’ezan ar pez a c’houlenn, hag en em lakaont neuze en hent. Digouezout a reont en aod ar mor. Tregont a Bariz a garg ar c’hig en eur vatimant a ’n em gav eno, hag ec’h a kuit neuze, o lezel e gazeg beteg an distro. Digouezout a ra en eun enezenn, e-lec’h ma wel pevar leon, droug bras enne, oc’h en em ganna, dre ma oant prest da vervel gant an naoun.

Mont a ra etrezeg enne, hag e lavar d’eze :

— N’en em zebrit ket evel-se, loened paour. Deuit ganen ha me ’roio boued d’ec’h.