Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21

he c’hastell aour.

— Ha gwir ? Lavarit d’ezan dont d’am c’havout ; me ’garfe a-walc’h gwelet ar brinsez kaer-ze.

Setu digemennet da Dregont a Bariz mont da gomz gant ar roue.

— Petra ? Tregont a Bariz, hag hoc’h eus lavaret beza den da zigas d’in d’am falez Prinsez he c’hastell aour ?

— Me, va Doue ! biskoaz n’em eus komzet a ze, va roue.

— Eo, eo ! Lavaret hoc’h eus, ha ret ‘vo d’ec’h ober ar pez hoc’h eus lavaret, pe n’eus nemet ar maro evidoc’h. Hag it raktal.

Setu nec’het Tregont a Bariz.

— Penaos ober ? a lavare d’ezan e-unan. M’am bije bet va c’hazeg c’hoaz !

En em lakaat a ra en hent an deiz war-lerc’h, beure mat. E-tal toull dor ar porz e kav e gazeg, a lavar d’ezan :

— Pign war va c’hein, hag eomp kuit buan, rak pell hon eus da vont.

Pokat a ra d’ezi gant ar joa ; pignat a ra war he c’hein, ha kuit !… Arruout a reont en aod ar mor. O vont, war an trêz e welont eur pesk bihan, digor e c’henou gantan, hag hen evel pa vije o vont da vervel.

— Tap krog er pesk-ze, a lavaras ar gazeg, ha laka anezan buan en dour.

Lakaat a ra ar pesk en dour, ha kerkent heman a sav e benn war c’horre, hag a lavar :

— Va bennoz d’it, Tregont a Bariz ! Me eo roue ar pesked, ha m’az pefe ezomm biken ac’hanoun pe eus va re, goulenn hag e kavi sikour.

Mont a ra neuze war eur vag a ’n em gav eno, hag e tigouez prestik dirak kastell Prinsez he c’hastell aour. Skei a ra war an nor, hag ar brinsez he-unan a deu da zigeri.

— Demat d’it, Tregont a Bariz ! a lavar d’ezan. Te ’zo deut ama d’am c’herc’hat evit mont ganit da balez ar roue Frans.

— Ya avat, prinsez, gwir a lavarit.

— Mont a rin ganit ; met fenoz e chomi ha varc’hoaz ec’h efomp