Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19

en tu all ez eo glaz ha leun a vuhez… Kê kuit breman, prim-prim, rak diwezat oun !

Tregont a Bariz a deu kuit, p’en deus klevet ar pez en devoa c’hoant da glevet, hag an Heol a sav neuze :

Digouezet e-kichen ar waz-vor, an tremener a gemer anezan adarre war e vag, hag a c’houlenn digantan, pa oant e kreiz an tremen :

— Lavar d’in brema petra en deus lavaret an Heol d’it.

— Pa vin en tu all.

— Lavar d’in raktal, pe me da daolo en dour.

— Neuze bepred ne glevi netra, ha gant se, gwella ’teus d’ober eo tremen ac’hanoun.

Tremen a ra anezan.

— Lavar d’in brema, p’am eus da dremenet.

— Eur wech all, ma teuan c’hoaz dre aman.

— Allaz ! tapet oun adarre. Va malloz ganit !… Pemp kant vloaz ’zo abaoue ma ’z oun aman tremener, ha te ’c’halle va délivra.

— Ya, evit kemer da blas, ha chom keit-all pe belloc’h… Trugarez !

Kavout a ra e gazeg, ’lec’h m’en devoa lezet anezi.

— Ac’hanta ! grêt mat e teus da dro ?

— Ya, ya.

— Pign war va c’hein neuze, ha kuit !

Digouezout a reont a-benn kuz-heol e-kichen an eil kastell ’lec’h m’o devoa tremenet an noz. Digemeiet mat eo Tregont a Bariz ; koania ’ra adarre gant an aotrou a c’houlenn digantan :

— Ac’hanta ! grêt hoc’h eus va c’hefridi d’an Heol ?

— Ya, ya, grêt em eus.

— Hag en deus lavaret petra d’ec’h ?

— Dindan ho kwezenn-ber ez eus kuzet eur varrikenn arc’hant, hag en tu eman an arc’hant ez eo sec’h ha maro, hag en tu all ez eo glas ha beo.

Diskaret e voe ar wezenn-ber, hag e voe anavezet en devoa lavaret gwir an Heol.

An deiz war-lerc’h ar beure, ec’h ejont kuit, abret, hag a-benn kuz-heol e oant adarre e-kichen ar c’hastell kenta ’lec’h m’o devoa