Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18

a Bariz digant e gazeg.

— Eo, n’hon eus ken nemet mil leo d’ober. Emberr e tigouezfomp e-kichen eur vrec’h-vor, hag e vo ret d’it va lezel en tu-man. Met eun tremener a gavi eno ha da dremeno war e vagig. Goulenn a raio diganit pelec’h ec’h ez ; met taol evez mat ha na lavar ket d’ezan ; ha, pa zistroï, na lavar ket adarre pelec’h e vi bet, ken e vi tremenet er tu all.

Derc’hel a reont da vont, hag e tigouezont gant ar vrec’h-vor. Lakaat a ra neuze e gazeg da beuri en eur prad eno, hag ec’h a da gavout an tremener.

— Pelec’h ec’h it-hu ivez, aotrou ? a lavar heman d’ezan, pa oant war an dour.

— Va zremenit bepred, ha pa zistroin, e lavarin d’ec’h pelec’h e vin bet.

Setu hen en tu all. Gwelet a ra dirazan kastell an Heol, kaera tra en devoa gwelet biskoaz. Tostaat a ra evel evit antren. An Heol a oa o vont da sevel, ha, pa wel anezan, e lavar d’ezan :

— Pella, pella buan, pe me da losko !… Da betra out-te deut aman ?

— Da c’houlenn diganec’h perak ma ’z oc’h ker ruz diouz ar beure, pa savit.

— Ato, pa baran war gastell Prinsez he c’hastell aour. Kê kuit brema, buan, ma savin, pe re da losko.

— Ret ’vo d’ec’h lavaret d’in c’hoaz, a-raok, petra ’ve mat da ober evit rei ar yec’hed d’eur prins klanv a zo er c’henta kastell ’lec’h am eus kousket o tont aman, ha ne gaver medisin ebet da wellaat anezan.

— Eun touseg a zo dindan troad dehou e wele, ha, pa vezo lazet an touseg-ze, kerkent en em gavo yac’h… Met tec’h buan ; poent bras eo d’in sevel.

— N’in ket kuit ken ho pezo lavaret d’in c’hoaz petra ’zo kiriek ma zo e jardin an eil kastell ’lec’h am eus kousket eur wezenn-ber hag a zo sec’h eun hanter anezi hag en hanter all e ve bleun ha frouez bep bloaz.

— Ato, ar wezenn-ber-ze a zo eur varrikenn arc’hant dindan he gwriziou, hag en tu eman an arc’hant ez eo sec’h ha maro, hag