Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142

welfomp.

— Gant plijadur, aotrou roue ; met unan eus va faotred n’eo ket fur a-walc’h, hag em eus aoun e rafe eun dra bennak da zisplijout d’ec’h.

— Deuit bepred, ha deuit ho-pemp.

— Trugarez, aotrou roue ! Mont a refomp, p’ hoc’h eus c’hoant.

Pa voe êt ar roue kuit, e teuas da gavout e dud, hag e lavaras d’eze :

— Pedet omp, paotred, da vont da leina warc’hoaz gant ar roue Kezar, en e balez, hag ec’h efomp. Te, Fanch Krenv, a vo ret d’it beza eno divergont, divez, hag ober vila ma c’halli.

— Ma ! va mestr, eme Fanch, va lest da ober.

An deiz war-lerc’h, ez eont o-femp d’ar palez, war-dro kreisteiz. Pedet e oa ar brinsed ha pennou an arme, ma oa eur fest kaer. A-boan ’oa d’eze beza azezet ouz taol, ma kemer Fanch al loa-bod, hag en em laka da stlepel soup a-gleiz, a-zehou, a bep tu, en eur lavaret :

— Petra, evit eul logodenn va c’hemer ar roue-man, rei d’in ken nebeud a soup !… Me n’oun ket deuet aman da vervel gant an naoun ; digasit d’in soup en eur varrikenn didal !

Setu savet an holl ouz taol, labezet a soup hag a druzoni ; ha kri, ha trouz.

— Dastumit prim al loen-ze ’barz ar prizon ! a lavaras ar roue.

Ha kerkent eur bagad soudarded en em daolas warnan. Met Fanch a dapas e vaz, en devoa lezet e toull an nor, hag o stlejas hag o drailhas holl. Diskenn a reas neuze er porz a oa leun a soudarded, ha da c’hoari gant e vaz.

— Tennit warnan gant ar c’hanoliou ! eme ar roue.

Met Fanch a dape ar bolodou diwar nij, hag a lavare :

— Petra ? Piz, bili, mat d’ar vugale da c’hoari poullig !

Ma renkas ar roue goulenn gras, evit na vije ket drailhet e holl soudarded.

— Hola ! eme ar roue, setu aman, avat, eun den !

— Ya sur, aotrou roue ; met tri all am eus c’hoaz hag a zo kouls hag hen ; setu aman eur reder avat, ha n’hoc’h eus hini da c’hoari gantan en ho rouantelez a-bez.