lez-man ’oa ken kaer ha ken uhel ha ken krenv ar mogeriou, ma chomjont da sellet outan, ha n’ouient petra d’ober.
— Eomp bepred da dremen an noz en eun ostaleri, a lavaras ar mestr, hag e sonjfomp penaos en em gemer.
Goude koan, ar re all a ya da gousket, hag ar pach pe merc’h markiz Koadleger, mar deo gwelloc’h ganec’h, a chom da ziviz ha da eva gant an ostiz. Hag e lavar d’ezan :
— Me ’m eus pevar mevel ha n’eus ket o far war ar bed ; gante, hepken, me ’c’hallfe trec’hi ar roue Kezar, lemel digantan e gurunenn, ha tenna d’ezan eun dant eus e benn.
— Ha gwir ?
— Ya, gwir a-walc’h ; met na livirit ket ze da zen ebet.
— Nann, nann !
An ostiz, kerkent ha ma voe êt egile da gousket, a redas da balez ar roue hag a lavaras d’ezan :
— Va roue ! va roue ! ma ouifac’h !…
— Petra ’ta ?
— Me ’m eus lojet eun den, gant e bevar mevel, hag a lavar ez int gouest o-fevar da drec’hi war hoc’h armeou, da lemel diganec’h ho kurunenn ha da denna d’ec’h eun dant eus ho penn.
— An den-ze a renk beza mezo, pe kollet gantan e skiant-vat. Met me ’ya da skriva d’ec’h eul lizer da lavaret d’ezan dont da gomz ganen.
Digas a ra an ostiz al lizer d’ar pach. Hen lenn a ra heman, hag e lavar :
— It da lavaret d’ar roue Kezar, m’en deus c’hoant da gomz ganen, dont d’am c’havout ; evidoun-me ne flachin ket.
Mont a ra an ostiz da gas e respont d’ar roue Kezar.
— Peseurt den eo hennez ’ta ? a lavar Kezar souezet ; ret eo d’in mont d’hen gwelet.
Dont a ra.
— Petra, emezan, c’houi, va den mat, hoc’h eus lavaret gallout trec’hi va armeou gant ho pevar mevel, ha lemel diganen va c’hurunenn, ha tenna eun dant eus va fenn ?
— Ya sur, lavaret em eus hen ober, ha bepred hen lavaran.
— Ma ! deuit ganen da leina ho-pemp warc’hoaz, ha neuze e