Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
138


— N’o gwelit ket du-hont, war ar menez, teir leo ac’han ?

— Hag oc’h paeet pegement bemdez ?

— Pemp kwenneg bemdez, ha va boued.

— Pe hano hoc’h eus ?

— Yann Kofek.

— Ma ! deuit ganen, ha me ho paeo kalz muioc’h.

— Kontant oun, ne c’houlennan ket well, rak skuiz a-walc’h oun oc’h ober ar vicher-man.

Ha setu int pevar.

Pelloc’h c’hoaz e weljont unan o viza gant eur wareg, met ne welent loen ebet.

— Petra a vizit evel-se, va den mat ?

— Eur gudon a welan du-hont war vrank eur wezenn, teir leo ac’han.

— Eun tenner mat e tleit beza neuze ?

— Ya sur, aotrou.

— Pe hano hoc’h eus ?

— Job al Lagadek.

— Kontant ’vefec’h da zont ganemp da vale bro ?… Me ho paeo mat.

— Ya sur, aotrou.

Ha setu int pemp.

— Setu d’in breman pevar mevel mat, a lavare houman, hag eun dra bennak a rin gante.

Digouezout a reont ivez en Pariz, hag ez eont da loja en eun ostaleri vat. Koania ’reont o-femp asamblez. Naoun o devoa, ha Fanch Krenv dreist ar re all. Pa veze servijet eur plad bennak war an daol, e lampe warnan raktal, hag e lonke ar boued hag a-wechou ar plad ivez. Ma oa souezet ar re all, ha drouk-kontant, o welet ne chome netra gante. E vestr, pa welas, a lavaras d’an ostiz :

— Grit soup d’an den-man en eur varrikenn didalet, ha digaset d’ezan eur varrikenn jistr.

Pa glevas Fanch, ez eas da bokat d’e vestr, ha da frota e gein d’ezan, en eur lavaret :

— Ah ! va mestrig kêz, c’houi, ’vat, ’zo eur mestr mat ! Me ’raio