Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137


— Pelec’h eman da vamm ?

— Du-hont, ’barz al lochenn.

Mont a ra gantan beteg e vamm.

— Demat d’ec’h, mamm-goz.

— Ha d’ec’h ivez, aotrou.

Kontant ’vefec’h e teufe ho mab ganen ?

— Jezuz ! aotrou kêz, ha penaos ’rin-me neuze evit beva, koz ha dinerz evel ma ’z oun ?

— Setu aman peadra da veva, keit ma vezo ho mab ganen.

Hag e roas d’ezi eun dornad aour.

— Trugarez ! ha bennoz Doue d’ec’h, va aotrou mat !… Bezit fur ha sentit oc’h an aotrou, va mab Fanch.

— Ober a rin, mamm. Kenavo, mamm !

— Doue d’ho pennigo, va mab !

Hag ez ejont kuit o-daou asamblez.

Emberr e weljont eun den o redek war-lerc’h eur c’had, ha stag eur mean-milin ouz pep troad d’ezan.

— Sellit, sellit, aotrou ! eme Fanch.

— Petra ’rit-c’houi, va den mat ?

— Esaat tapout ar c’had-hont a welit chomet war va lerc’h.

— Hag e stagit mein-milin ouz ho treid ?

— Ya sur, aotrou, rak ker buan oun, ma ran eul leo pep kammed, ha bep tro e tremenan dreist ar c’had.

— Pe hano hoc’h eus ?

— Youen ar Reder.

— Ma ! ha kontant ’vefec’h da zont da vale bro ganen ?… Me ho paeo mat.

— Ya, aotrou ; ne c’houlennan ket well.

Setu int tri.

Eun tamm pelloc’h, e weljont unan hag eur c’hof bras-bras d’ezan, kement ha teir barrikenn ! Lakaet en devoa e gof war eur c’hleuz, hag e c’houeze, e c’houeze etrezeg ar meneziou.

— Petra ’rit-c’houi aze evel-se, va den mat ? a lavaras d’ezan hon marc’heg yaouank.

— C’houeza evit ober trei ar milinou-avel.

— Pelec’h eman ar milinou-ze ?