Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
125

bete lein an ti, ha setu hen war ar siminal. Neuze, gant eur gordenn stag eur penn anezi ouz ar sac’h holen a oa chomet d’an traon, hag ar penn all endro d’e gorf, e chachas d’ezan an holen. Ar pod-houarn bras a oa war an tan ’barz ar gegin, hag e tiskargas Bihanik ar sac’had holen ebarz.

Emberr, pa voe digouezet an amzer da drempa ar soup, e teuas unan eus ai sorserezed koz da danva ar soubenn.

— Re sall eo ! emezi.

Ma tanvaas an eil :

— Kalz re sall !

Hag an deirvet :

— Kalz, kalz re sall ! Ne vo ket kontant hon friejou ; ret eo ober soubenn all, ha prim, prim !

— Met n’eus ket a zour en ti.

— Eomp hon-zeir da gerc’hat.

Ma voe lakaet an esterloup war an dourell uhela, hag a-greiz ma oa ar muia tenval, setu ma teuas da veza sklêr evel da greisteiz. An teir jeantez a lakaas peb a varrikenn didal war o fenn, hag a redas ’trezeg ar feunteun a oa ’barz ar c’hoad. Bihanik a bignas neuze eas war an dourell — rak ar skeul ’oa chomet outi, — hag a bakas an esterloup en e c’hodell, ha kuit ! Kerkent e teuas eun denvalijenn eus ar vrasa. An teir jeantez, a oa o tistrei gant o barrikennou leun a zour, ne welent ken banne, hag e stokent ouz ar gwez, hag e ruilhent, o toui hag o vallozi.

Pa zigouezjont er gêr, eun dro bennak, ha droug enne :

— Piou en deus klenket an esterloup ? a lavarjont d’ar jeanted.

— Den ebet, a lavaras ar re-man.

— Me ’c’h a da c’houlenn digant va ferroked, eme ar jeant bras :

Perroked sorser, lavar d’in
Petra ’zo ’nevez ’barz va zi ?

— Bihanik adarre en deus laeret an esterloup ! a lavaras ar perroked.

Hag ar jeanted, pa glevjont, da vallozi ha da yudal, ha da c’hoantaat mont war-lerc’h al laer ; met ’vel ne welent takenn,