Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124


Perroked sorser, lavar d’in
Petra ’zo ’nevez ’barz va zi ?

— Bihanik a zo bet aman an noz tremenet, hag en deus laeret an dremedar.

Hag ar jeant d’ar marchosi, en eur vallozi ken a grene ar c’hastell gantan. Pa welas ar baotred-marchosi kousket, e tennas e gontell vras, hag e trouc’has o gouzoug d’eze holl. Ha da redek neuze war-lerc’h Bihanik. Met diwezat ’oa !

Eiz deiz goude, e lavaras ar brinsez d’he zad :

— Ma c’hallfemp kaout esterloup kastell ar jeanted, avat, va zad ! An noz, pa vefe tenval, e vefe lakaet war an dourell uhela hag e c’hallfemp baie dre ar jardinou, evel e-kreiz an deiz !

— Penaos ’fell d’it, va merc’hig kêz, e teufemp a-benn da gaout an dra burzudus-se ?

— Lavarit da Vihanik mont d’hen kerc’hat d’imp, va zad ; p’en deus digaset an dremedar, marteze e c’hallo digas ivez an esterloup ?

Kement e talc’has, ma lavaras ar roue d’e bach, pa oant o vale ’barz ar jardinou, goude koan :

— Va fach Bihanik, mar gallfec’h digas d’imp esterloup kastell ar jeanted, avat, e rafec’h kalz a blijadur d’am merc’h, ha d’in-me ivez.

— Allaz ! aotrou roue, ma ouifac’h diêsat da dra a c’houlennit aze ! Met n’eus forz, evit ober plijadur d’ec’h ha d’ho merc’h, aotrou roue, n’eus netra na rafen ; roet d’in samm daou vul a aour hag a arc’hant, hag e partiin warc’hoaz ar beure.

Roet eo d’ezan ar pez a c’houlenn, hag an deiz war-lerc’h ar beure, setu hen adarre en hent. Tremen a ra, evel an dro all, dre an ti ’lec’h ma oa e vreur, hag e lez eno adarre an aour hag an arc’hant. Prena ’ra neuze eur sac’had holen, hen samma ’ra war e vul, hag e kemeront hent ar c’hastell. Arruout a reont eun tamm goude kuz-heol, hag en em guzont ’barz ar c’hoad, da c’hortoz ma vije deuet an noz tenval, rak n’oa ket a loar. Pa gavas ’oa deuet an amzer vat, e pignas Bihanik war eur wezenn-dero vras a oa ouz pignon ar c’hastell ; ac’hane ec’h eas war an dôenn, e savas