Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121

bar war an douar : hennez a lavar d’in kement a dremen hag a ve grêt ’barz va zi. Sell aman breman eun dremedar [1] hag a ra kant leo bep eur. Eun esterloup [2] am eus c’hoaz, ha pa ve lakaet war lein an ti, e sklerijenn e-kreiz an noz evel an heol da greisteiz. C’hoaz e tiskouezas d’ezan kalz a draou kaer pe gaeroc’h holl.

— Chom ganen da vevel, ha ne vanko netra d’it aman. ’Vit da daou vreur, ai re-ze a vo debret warc’hoaz da zijuni ! Bihanik hag e vreudeur a voe lakaet er memez kambr da gousket. Er gambr dindan e kouske an teir jeantez yaouank, ha m’o c’hlevent gant o c’haoz :

— Eun druez eo laza an tri baotrig-ze, a lavare unan.

— Ya, met gwella da zijuni a refomp gante warc’hoaz ! a lavare eun all.

— Na glevit ket, paotred ? eme Vihanik d’e zaou vreur. Ar re-man ’oa prest da vervel gant an aoun.

Emberr e klevjont ar jeantezed o tiroc’haL Bihanik a savas neuze eur plankenn eus ar solier, a ziskennas e kambr ar jeantezed, hag a drouc’has o gouzoug d’ê o-zeir. Neuze e savas adarre er gambr eus krec’h, hag e lavaras d’e vreudeur :

— En hent breman, paotred ! ha prim, ha goustadik !

Ma stagjont linseliou o gweleou ouz ar prenestr, evit diskenn ; met al Linseliou a oa re verr, hag ar paotr henan, o koueza, a dorras e vorzed. Bihanik hen kargas war e chouk, hag hen kasjont d’an ti kenta a gavjont. Bihanik a lavaras d’an ozac’h :

— Grit mat d’hon breurig paour, en deus torret e vorzed ; ni ’ya hon-daou en eun dro hon eus d’ober, ha pa retornfomp, e rofomp d’ech aour hag arc’hant ar pez a c’houlennfet.

— Grêt vo d’ezan eus hon gwella, eme an ozac’h.

Ha setu Bihanik hag e vreur en hent war-zu Pariz.

An deiz war-lerc’h ar beure, ar jeant bras, souezet o welet ne ziskenne ket ar jeantezed yaouank da zijuni, a bignas d’o c’hambr, o sonjal ’oant manet kousket. Met pa zigoras an nor ha pa welas,

en em lakaas da vlejal evel eur c’hole-taro. Ar re all, pa glevjont,

  1. Dremedar, dromadaire.
  2. Esterloup, escarboucle.