Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120


— Bah ! mamm, a lavaras Bihanik, n’ho pet morc’hed ganen-me, me ’n em denno koulz ha hini eus va breudeur, hag evidoun da veza bihan, n’oun ket aounik.

— Ma ! va bugaligou gêz, it neuze en gras Doue. Setu aze peb a c’houec’h real : va holl arc’hant int.

Hag e kimiadjont diouz o mamm, hag ec’h ejont en hent o-zri asamblez, Goude beza baleet epad tri deiz, en em gavjont eun abardaez e-kichen eur c’hastell, e-kreiz eur c’hoad bras. Skei a reont war an nor ; digoret eo d’eze :

— Petra ’c’houlennit ? eme ar porzier.

— Beza repuet evit an noz.

— Allaz ! kouezet fall oc’h, bugaligou baour : aman ’zo o chom tri jeant ha teir jeantez koz ha teir yaouank, hag ar re-ze a zebr kement kristen a zigouez en o c’hastell.

— Jezuz ! eme an daou baotr henan, eomp kuit buan.

— Ma fe ! eme Bihanik, mar deo ret d’imp beza debret, n’eus ket a forz kaer pe gant ar jeanted pe gant ar bleizi.

Ar c’hoad ’oa leun a bep seurt loened gouez hag a bep tu e klevent bleizi o yudal.

Antren a reont. Pa zigouezjont er gegin, e oa eur c’hristen o rosta ouz ar ber. Eur jeantez koz a oa eno hag a lavaras d’eze :

— Ra viot deuet mat, va bugaligou ! Tostaït da domma… An daou henan a souze a-drenv hag a grene gant an aoun ; Bihanik a azezas war ar skabell e korn ar fornigell. Pa voe aozet koan, e voe lavaret d’ar vugale dont ivez ouz taol gant ar jeanted hag ar jeantezed, hag ar jeant bras a zispennas ar c’hristen rostet, hag a roas e damm da bep-hini. Ar jeanted hag ar jeantezed a lonke, hag a lipe o bizied hag o beg ; Bihanik a ree van da zebri ivez, met teurel a ree dindan an daol kement a veze lakaet d’ezan war e blad ; e daou vreur a oa trist meurbed, ha gwenn evel lien an doubier, ha ne zebrent tamm.

— Te, eme ar jeant bras da Vihanik, a gavan a zo eur paotr kalonek, hag a blij d’in. Chom a ri da vevel ganen ?

— Ya a-walc’h.

— Ma ! deus ganen, ma tiskouezin d’it an traou kaer a zo er c’hastell-man… Sell aze, da gentan, eur perroked ha n’eus ket e