Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
112

trouz ha klask er c’hastell ha war-dro. Pemp pe c’houec’h jeant a wel an hent-bras chomet digor.

— Dre aman eo êt kuit ! a lavarjont.

Ha war he lerc’h, gant kammejou bras. An tort a glev anê o tout, hag a lavar d’ar roue :

— Kemerit breman ar brinsez ivez, rak me ’zo skuiz.


Arruout a reont e-tal ar stêr. Skei a ra an tort tri daol gant e wialenn hag unan gant e droad, ha kerkent e sav adarre eur pont war ar stêr. Arru en tu all, e sko tri daol all, hag ar pont a gouez er stêr. Poent ’oa ! rak e oa ar jeanted o vont da lakaat o zreid war benn ar pont, ha neuze e oant kollet ; met breman n’o devoa ken galloud ebet warnê. Yudal a reent ha toui en tu all d’an dour, met an tort hag ar roue a c’hoarze hag a ree goap oute, ar pez o lakae da gounnari. Spountus ’oa o c’hlevet.

An tort, ar roue hag ar brinsez — houman ’oa dihunet, p’ oa deut he c’houlz, hag a gerze ivez breman, — en em lakaas en hent evit retorn d’ar Portugal. Ma tigouezas d’eze tremen an noz er memez koad ha pa oant o vont. Ar roue hag ar brinsez Ronkar a gousk adarre en eur bern deliou, hag an tort a bign adarre war e wezenn-dero. Emberr, war-dro hanter-noz, ec’h arruas adarre al laeron dindan ar wezenn. Ha pep-hini da gonta d’ar mestr ar pez en devoa grêt. Ar C’hamm a arruas adarre war-lerc’h.

— Hola ! paotred, — a lavaras oc’h arruout, — eun taol eus ar c’haera !

— Petra ’zo ? petra ’zo, Kamm ? a lavare an holl.

— Roue ar Portugal a zo er c’hoad, ha gantan ar brinsez Ronkar ! Kavout a reomp anezan, pa deuio an deiz. An tort, mar kar diwall, ac’h aïo c’hoaz d’ar gêr. Kerkent ha ma vo êt er-mêz ar c’hoad, e tigouezo gantan eur c’harrons kaer, hag ar postilhon a lavaro d’ar roue ha d’ar brinsez Ronkar mont ebarz ; met ma ’c’h eont ’barz ar c’harrons-se, ar roue hag an tort a vo kaset gantan d’an ifern, hag ar brinsez a retorno d’ar c’hastell, ’lec’h ma oa dindan gazel-gê. Pelloc’h, e tigouezfont gant eur stank hag e welfont ebarz eun den prest da veuzi hag a c’houlenno sikour digante ; met mar fell d’eze hen tenna diouz an dour, ar roue hag an tort ac’h aio kerkent d’an ifern, hag ar brinsez a retorno d’ar c’has-