Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
111


— Aman e renkfomp chom, a lavaras ar roue.

Met an tort a skoas tri daolig gant e wialenn war an dour, eun taol gant e droad war an douar, ha se tu kerkent eur pont kaer war ar stêr, ha souezet mat ar roue. Tremen a reont en tu all. An tort a sko daou daolig all war an dour gant e wialenn, hag ar pont a, gouez en dour.

Neuze en em gavont e troad eur menez uhel ha sounn-sounn, ha goloet holl a spern hag a drez.

— Petra, war ar menez-ze ’vo ret pignat ? a lavaras ar roue.

— Ya ’vat.

— Evit neuze n’efomp ket pelloc’h !

An tort a selle en-dro d’ezan, o klask eur vilienn : he gwelet a ra e-touez ar yeot.

— Gwall vras eo ! a lavaras ennan e-unan ; n’ouzon m’hallin sevel anezi.

He sevel a ra gant kalz a boan, hag he skei gant ar menez. Ha kerkent setu eun hent eus ar c’haera. Sevel a reont gantan, ha, pa oant oc’h arruout war lein ar menez, e oa just kreisteiz o son.

— Mat eo an taol ! a lavaras an tort d’ezan e-unan.

Mont a reont dioustu d’ar c’hastell. Digor ’oa an holl dorojou. Tremen a reont kalz a gambrchou, kaer pe gaeroc’h holl, hag ec’h arruont en unan kalz kaeroc’h c’hoaz, ’lec’h ma welont eun dimezell kousket war eur gwele, ha hi koant ha sklêr ’vel an heol. Ar roue a chom da zellet outi, digor e c’henou gantan. Met an tort ac’h a raktal d’ar gwele, hag a vout e vouchouer e genou an dimezell evit na grije ket. Neuze e kemer anezi etre e ziouvrec’h, ha kuit ganti buan, en eur lavaret d’ar roue :

— Deut war ma lerc’h !

O tremen dre ar c’hambrchou hag ar porz, e welont ar jeanted hag ar soudarded, hag i holl kousket mat, Ne zihun hini anê ; n’oa ket arru ar c’houlz c’hoaz. Diskenn a reont ar menez. Met an tort ne sonjas ket ’oa bet lavaret digas ar vilienn d’he lec’h kenta, evit ma serrje an hent war e lerc’h : he lezel a ra war ribl ar menez, hag an hent a chom digor.

Ar jeanted hag ar soudarded a zihun ivez er c’hastell, pa voe deut ar c’houlz. Gwelet a reont eo kollet ar brinsez ; ha setu