Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102

ar re-ze ne c’hoarzent ket. Mab roue ar Pers a dennas e gleze hag a redas warnan evit hen laza ; ha grêt en dije sur, ma ne vije bet harzet. Mont a reont a-raok, o lezel anezan e-kreiz an dour hag ar fank. Neuze an Tignouz a dennas e vouest eus e c’hodell hag a lavaras :

— Dre nerz va bouest, m’am bo eur marc’h du, eur gwiskamant prins galonset en aour hag eur c’hleze a zrailho kement a vo lavaret d’ezan.

Ha kerkent en em gav eno an traou-ze holl, Hag hen d’ar stourm neuze, d’an daoulamm, war gein e varc’h du, hag hen eur paotr ! P’ arruas, e oa arme roue Bro-C’hall o vont da goll. En em deuler a ra war ar Zaozon evel ar c’hurun ruz, e gleze gantan en e zorn, ha, dre ma ’c’h a, e tiskar hag e trailh holl : eur rivier gwad a rede war e lerc’h. Digouezout a ra adarre dirak roue Bro-Zaoz, evel eun diaoul kounnaret, hag e lavar d’ezan penôs e vo ret d’ezan sina ar peoc’h, da viken, ha paea da roue Bro-C’hall tri milion ar bloaz, pe e trailho anezan war al lec’h. Ma renk roue Bro-Zaoz sina. Dont a ra neuze en-dro, gant e baper en e zorn. Mab roue ar Pers a bed anezan da rei d’ezan ar paper a oa warnan sin roue Bro-Zaoz.

— To ! to ! n’hen roïn da zen ebet.

— Me az ped war bennou va daoulin, ro d’in anezan.

— Evit da skouarn dehou, pa teus kement a c’hoant d’hen kaout.

Lezel a ra mab roue ar Pers trouc’ha e skouarn dehou, hag ar prins dizanav (n’anaveze den anezan bepred) a lakaas anezi en e c’hodell.

P’oa an arme o tistrei d’ar gêr, e weljont adarre an Tignouz e-kreiz ar c’horneugell. Mab roue ar Pers, hag en devoa poan e plas e skouarn trouc’het, a zilampas diwar e varc’h, e gleze gantan en e zorn, evit laza anezan : mab roue an Turki a harzas anezan d’ober.

Pa zigouezjont en Pariz, e voe sonet ar c’hleier holl, ha grêt tantajou e pevar c’horn kêr. Ar roue koz a lakaas neuze ober eur pred kaer, ’lec’h ma tlee rei e gurunenn d an hini en devoa gounezet an trec’h. E daou vab-kaer a lavare o-daou ’oa dleet d’eze