Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
101


— Setu aman ar peoc’h, paotred, sinet gant roue Bro-Zaoz !

— Ro anezan d’in ! a lavaras mab roue an Turki.

— Ya, mar roez d’in en trok biz-meud da droad kleiz.

Kement a c’hoant en devoa e vije lavaret penaos ’oa hen en devoa gounezet an trec’h, ma lezas trouc’ha biz-meud e droad kleiz. An Tignouz hen kemer hag a laka anezan en e c’hodell. Den n’hen anaveze bepred. Distrei a ra an arme da Bariz. Pa zigouezjont ’lec’h m’o devoa gwelet an Tignouz er c’horneugell gant e varc’h pa oant o vont, e oa eno bepred er memez stad, o chacha war lost e loen, hag o lavaret :

— Deus ’ta, loen paour, ma ’z efomp da sikour va zad-kaer d’an arme !

Mab roue an Turki, p’hen gwelas, a yeas kement a zroug ennan, ma tennas e gleze evit hen treuzi, hag en divije grêt, ma ne vije ket bet dalc’het.

— Lest an innosant paour-se, prins !

Digouezet en Pariz, e voe grêt a bep seurt enoriou da vab roue an Turki, evit beza lakaet sina ar peoc’h.

Pa voe tremenet ar c’houec’h miz, ec’h adkomansas adarre ar brezel. Hag an Tignouz, o welet ar re all o partia, en devoa c’hoant mont gante ivez, hag a lavare adarre :

— Me ’c’h aïo ivez… me ’c’h aïo ivez d’ar brezel, da sikour va zad-kaer.

Met ne ree den van ebet evit hen klevet, hag e partijont holl, o lezel anezan er gêr. Met pignat a ra war e goz varc’h, ha da vont war-lerc’h an arme ! P’oa o tremen e-biou an ti-forn, e kemeras adarre ar rozell-forn, ha kuit ganti. Hag ar fornier war e lerc’h : Pelec’h ec’h ez-te gant va rozell, mab ar foeltr ?

— Da sikour va zad-kaer ar roue d’an arme !

Kaer en devoe ar fornier redek war e lerc’h, n’hallas ket hen tapout. Ma tigouezas adarre, dre an henchou-treuz, a-raok an arme ; ha, pa dremenas, e oa adarre e-kreiz ar memez korneugell, gant e varc’h, ar rozell-forn gantan war e skoaz, hag e lavare :

— Deus ’ta, loen paour, deus ’ta, ma ’z efomp da sikour va zad-kaer d’an arme !

An holl a c’hoarze o welet anezan, nemet e daou vreur-kaer :