Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IX

nerez, hag eno e chomo epad an amzer a dremeno e Pariz (1842 — gouere pe eost 1847), Ha lakaat a reas e hano war roll studierien Skol ar Medisinerez ? A dra zur, rak fellout a rê d’ezan senti ouz e gerent a c’hoantae e welet beza medisin. Ha studia a reas ar skiant-ze en eur feson aketus ? N’ouzomp ket ; met, evit doare, gant e spered troet kentoc’h war al lizeradur, e tilezas nebeud ha nebeud ar medisinerez. N’eus meneg ebet eus ar studi-ze el lizerou a skriv (10 ha 28 eost 1845) d’an aotrou de Salvandy, ministr an Deskadurez, evit goulenn beza karget da vont e Breiz-Izel da zastum gwerziou ha soniou, hag ivez misteriou koz. E miz gwengolo 1845, en devoe e gefridi. Evel m’oa goullo e yalc’h [1], e voe roet d’ezan, evit paea e veach, an hanter eus e c’hopr, da lavaret eo, 50 skoed ; paeet e vefe ar peurrest d’ezan, goude m’en dije rentet kont eus e gefridi. An Uhel a dremenas eur miz hanter e Keranborn, ha distro e Pariz, e rentas kont, ar 4 a viz du 1845, d’ar ministr eus an eost treut awalc’h en doa dastumet. A. Ar Braz [2] a lavar e oa bet An Uhel « evit doare, skoazellet gant Pitre-Chevalier », evit kaout ar gefridi-ze. En e lizerou d’ar ministr, ne weler ger ebet a hano ar skrivagner-ze ; n’eus meneg nemet eus e eontr Ar Huërou, maro er bloaz 1843.

Gant ar bloaz-skol, 1845-1846, e seblant studia ar Reiz pe al lezennou, ma ’z eo gwir ar pez en deus skrivet d’ar ministr en e lizer eus an 10 a viz eost 1845. Ma heulias kalz pe nebeud skol al lezennou, n’ouzomp ket, met, hervez, e kendalc’has da zarempredi — rak kredi a reomp en devoa komanset e 1843, e-lec’h studia ar medisinerez — ar baotred yaouank eus ar « C’hartier latin » a studie al lizeradur, a save gwerziou pe danevellou e-lec’h deski o micher.

Skuiz marteze o chom dibreder e Pariz, ne marteze ivez poulzet gant an dienez, An Uhel a c’houlenn eur plas en « Universite ». Hanvet eo da vestr-studi e skolach an Oriant, e miz here 1847. Eno e chomas betek miz ebrel pe vezeven 1848 : kaset eo neuze,

evit êsa, da rejant (pe kelenner) ar 7vet hag an 8vet klas, e sko-

  1. — En e lizer d’ar ministr (28 a viz 1856) e skrive : « Va c’herent n’int ket pinvidik, ha va stad e Pariz a zo gwall zister. »
  2. Le Théâtre Celtique, p. 157.