Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
VIII

O pesketan aman, o c’hoari, o neuial,
Hep komer nec’hamant ebet gant netra all [1].

E gerent a c’hoantae gwelet o mab henan o kenderc’hel gant e studi hag o kemer eur vicher all estreget hini eul labourer-douar. Fanch-Mari, krog en e 14 vloaz (here 1835), a voe kaset da skolach real Roazon, ha laket eno dindan renadur e eontr, — eun hanter-vreur d’e vamm, — J.-M. Ar Huërou, a oa o paouez beza hanvet, er skolach-ze, da gelenner war an istor. Pebez chenchamant evit hor paotr ! Boazet da redek dizoursi en-dro da Geranborn, setu hen breman serret etre peder voger evit deski latin, gregach ha skianchou all. Keuz en devoe, hag ouspenn diês e kavas plega dindan reolenn striz ha kalet ar skolach, rak alïes, re alïes, hervez, e kouezas war e gein, stank evel grizilh, ar pinijennou, evel ma lavar e-unan. Ha n’omp ket souezet ma c’hoantaas meur a wech lampat dreist ar mogeriou evit distrei da Geranborn [2]. Diês eo gouzout ma plije d’ezan ar studi. Hervez e notennou, ne seblant ket beza bet eur skolaër dispar : kentoc’h eur skolaër entre. Ne beurachuas ket e studi e Roazon. E 1839, grêt gantan e eilvet klas, e kuitaas ar skolach hag e chomas e Keranborn da zanzen e « vaccalauréat », renet a-bell, evit doare, gant e eontr Ar Huërou.

E miz here 1841, e tremenas e « vaccalauréat-ès-lettres » [3]. Breman bacheler, e c’hell mont da Vrest da êsa beza diwezatoc’h medisin (pe sirurjian) war vor. Ne voe nemet eun taol-êsa. Ar pez ’zo sur ne gaver roud ebet ma tremenas An Uhel an arnod ret evit antren e skol Medisinerez-war-vor Brest.

Gant miz du 1845, goude an ehan-skol tremenet e Keranborn, setu hen ha kemer penn an hent da vont da Bariz evel studier.

Oc’h arruout er gêr-benn, ez eas da chom 34, ru Skol ar Medisi-

  1. — Ar Stêr vihan, e leor Ma C’horn-bro.
  2. — Dourn-skrid ar Veillées Bretonnes, p. 10 (Leordi ti-kêr Roazon, paperou An Uhel).
  3. — An Uhel a lavar (Dourn-skrid ar « Veillées brotonnes », p. 10), e chomas e Keranborn da zanzen e « vaccalauréat » epad ar bloavez 1842. Fazia ’ra rak eul lizer skrivet d’ezan gant e eontr Ar Huërou (timbr ar post a verk : Roazon, 13 a viz c’houevrer 1842) a ro d’ezan da c’houzout n’eo ket c’hoaz arruet e barchimin. Hag ouspenn, evit aoza skol Medinerez Brest, e oa ret beza bacheler.