Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76

hag en em gav en eur jardin gaer. Neuze e komz ar c’havr outan evel-hen :

— Ama, mar karez chom, ne vanko netra d’it, met e renki kousket teir nozvez en eur gambr a ziskouezin d’it.

— Petra, aman ’komz al loened !

— Me n’oun ket bet a beb amzer er stumm ma ’z oun breman ; me ’zo dalc’het aman dindan gazel-gê, [1] ha va holl gerent eveldoun. Met, mar karez ober penn-da-benn evel ma lavaran d’it, e telivri va holl gerent ha me, ha n’az pezo ket a geuz diwezatoc’h.

— Lavarit d’in petra am bo da ober evit se, ha mar gallan e rin.

— N’az pezo netra da ober nemet kousket teir nozvez en eur gambr a zo er c’hastell, ha n’eus forz petra a glevi hag a weli, pe a vo grêt d’it, chom hep lavaret ger ebet, na zoken klemm.

— Ma ! êsa ’rin bepred.

Pa voe digouezet koulz koan, e voe servijet d’ezan da zebri ha da eva en eur sal gaer. Met ar pez a soueze anezan, ’oa ne wele nemet daou dorn o lakaat plajou war an daol, pe o lemel aneze, ha korf ebet. P’en devoe debret hag evet, e krogas eun dorn en eur c’hantelour, hag e reas sin d’ezan da heuilh. Mont a reas warlerc’h an dorn, hag e voe kaset en eur gambr ’lec’h ma oa eur gwele. An dorn a lakaas ar c’hantelour war eun daol a oa eno hag a yeas kuit neuze.

Fanch, evitan da veza souezet bras, en em ziwiskas hag en em lakaas er gwele. War-dro hanter-noz, e klevas eun dourni vras en e gambr, hag e tihunas, rak kousket ’oa.

— C’hoariomp boulou, a lavare darn.

Darn all a lavare c’hoari eur jeu all, met kaer en devoa sellet, ne wele den ebet.

— Bah ! bah ! a lavaras eur vouez, pleomp a-raok gant [2] unan a zo aman er gwele.

— Petra, unan bennak ’zo er gwele ?

— Ya da ! deut da welet.

Hag e tennjont ar paour kêz Fanch er-mêz ar gwele hag en em

  1. Gazel-gê : charme, enchantement.
  2. Pleal gant : s’appliquer à, s’occuper de.