Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ar Brinsez Troïol


————

Bez’ a zo brema pell amzer
Pa o devoa dent ar yer.


Eun aotrou yaouank, marvet digantan e vamm hag e dad, a oa chomet gant eul lesvamm. Houman, evel ma c’hoarvez alïes, ne gare ket mab he fried eus e wreg kenta, hag a ree buhez fall d’ezan. Ar paotr, digouezet gant e bemzek pe c’houezek vloaz, a guitaas eun deiz e lesvamm hag a yeas da vale bro. Fanch a oa e hano.

— N’eus forz petra a c’hoarvezo, a lavare ennan e-unan, gwaz eget aman ne vin biken.

Ha setu êt a-raog e benn, hervez a lavarer.

Bale a ra, bale a ra ; loja a ra en tiegeziou war ar mêz ; a-wechou e kousk ivez er-mêz, met n’en deus keuz ebet da di e les-vamm.

Eun deiz, war-dro kuz-heol, e tigouez e-kichen eur c’hastell kaer. Digor e oa dor ar porz, hag ec’h antre. Ne wel den ebet. Mont a ra er gegin : den ebet eno ivez. Met eur pennadig goude, e teu eur c’havr. Ar c’havr a ziskouez d’ezan mont war he lerc’h. Mont a ra