Pajenn:Luzel - Ann Napoleoned, 1875.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
LE FINISTERE.

ANN NAPOLEONED
Petra ho d-eûs grêt euz ar Franz ?


(Trived Pennad).
————

Abaoue 1815 betek ann eil Empir, na eus bet brezel vraz a-bed en Urop, ha na oe gret chanchamant a-bed en harzou pe frontieriou ar Franz.

Met ann daou a viz Du 1852, Napoleon tri a gemarras ar pouar, dre nerz (par violence), evel hen defoa grêt he eontr Napoleon kanta, dre he dol ann 18 brumaire, hag evit ober kredi ponaoz na glaske en peptra nemet mad ar vro, e lavaras : — « Ann Empir eo ar peoc’h. »

Met pa gomze evel-se, na sonje nemet ober ar brezel. Gouzoud a ree mad, evel he eontr, hen defoa ezom euz ar brezel evit lakaad ar Fransijenn da ankounac’haat al liberte hen defoa lemet digant-hê.

Ober a eure eta brezel ar C’hrimé, pehini a goustas d’imp tost da gant hanter-kant mill denn (150,000), ha mill pemp kant million. Hon soudarded a dapas eno kalz a c’hloar, en gwirionez, nemet ar Franz na c’hoeneas netra. Divezatoc’h, e teuas arre brezel ann Itali. Ar brezel-se, pehini a oa hervez ar wirionez (qui était juste), a roas da vihana d’imp ar Savoie ha Nice, pere a oe staget euz ar Franz, hag ann Itali a oe delivret euz ann Autrichianed, pere a zalc’he ul lodenn anezhi. Ar Republik kenta e defoa ive roët d’imp ar Savoie ha Nice ; ann Empir kenta a gollas anezho, hag ann eil Empir ho c’honezas anevez. Evel-se eta e em gavomp, euz ann tu-se, evel indan ar Republik kenta, ha na dleomp netra d’ann Napoleoned.

Goude brezel ann Itali, e teuas brezel ar Mexiq, ha brezel atao, evel ma velet. Ar Franz na defoa netra da glask na da c’honid er broïou pell-se, hag eno hon eûs bet kollet arre kalz a villionou hag a soudarded pere a vije bet mad da gaout en 1870.

Neuze e teuas ar brezel miliget pehini e d-eûs hon glac’haret, bihannet douarou ar Franz, ha kazi kollet holl. Follente tud ann eil empir a d-eûs grêt d’imp koll dek milliard, (kement-se a zo spontus) ! — hag ar c’holl-se, evit-han da veza bras, a zo neubeud a dra e kichen ur c’holl kalz gwasoc’h : kollet hon eus ouspenn, siouas ! diou vro euz ar re gaera euz ar Franz holl, ann Alsace hag all Lorraine, ha gant-hê wardro ur million pemp kant mill a fransijenn vad ! Kollet hon eûs eno ar pez a oa bet goneet d’imp gant ar roue Louis Pevarzek hag ar c’hardinal Richelieu, ha rouane koz-all. Evel-se, frontieriou ann tu-se euz ar Franz, pere a zo ar muia talvoudus (le plus important), abalamour ma teu dre eno, peurvian, hon enebourien, — a zo tostoc’h breman eget na oant beza a zo tri c’hant vloaz. Setu eno, ma zud-kêz, un darn euz ar pez ho d-eûs [grêt] d’imp koll : Metz ha Strasbourg, ha kalz a gêriou all, ha diou vro euz ar re gaera hag ar muia pinvidik, hag ar Franz a zo brema digor euz an tu-se, el-lec’h ema hon enebourienn gwasa. Sellit ar gartenn.

Petra a c’hoarsezfe (qu’arriverait-il) gant un drivet Empir, mar kouezfe arre ar Franz en galloud (au pouvoir) ann Napoleoned ?