Pajenn:Luzel - Ann Napoleoned, 1875.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
LE FINISTERE.

barderez (la trahison) a lakaas anezhan da gouéza ; met kement-se na eo ket gwir. Ha pa na vije ket bet dilezet Napoleon gant darn euz he jeneraled, kouezet e vije bet koulzgoude. Ann invasion, da lavaret eo tud ar broïou all en Franz, goude beza bet trec’het gant ar Republik, en 92, ha 93, a deuas da drec’hi d’he zro, en 1814 ha 1815, dre ma oa ar Franz skuis ha kollet gant-hi kasi holl he nerz hag he goad er brezelliou. Allas na reemp ken ar brezel, evel gwez-all, evit al liberte, hag an nationou all, deuet da veza hon enebourien, abalamour d’an impalaër, a em ganne evit ho liberte.

Ar boblou unanet a eneb dimp a c’honeas war-n-nomp ar broïou hag ar c’hêriou a zo war dro ar Rhin, hag ar Belgiq. Sarrelouis, Landau, ar Savoie ha Nice. Ann Impalaër kenta, o koueza, hon lakaas evel-se da goll ar pez a oa bet goneet gant ar Republik, frontieriou ar Rhin ha re ar meneziou Alp, hag ouspenn kalz a gêriou krenv pere a oa bet komerret gant Louis Pevarzek hag ar c’hardinal Richelieu. Napoleon Kenta a lezas eta ar Franz, en 1815, bihanoc’h eget ma oa indan hon rouane koz, a-raok 1789.

(Ar finn ur wez all).