Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/579

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
577
d’ar gorin̄tied.

béd, tec’hid diouc’h azeûlidigez ann idolou.

15. Komza a rann ouz-hoc’h ével ouc’h tûd fûr : barnit hoc’h-unan ar péz a lavarann.

16. Ar c’halir a vennoz hon eûz benniget, ha né két ken-unvaniez gan̄d ar C’hrist ? Hag ar bara a dorromp, ha né két ken-unvaniez korf ann Aotrou ?

17. Râg évid-omp da véza kalz, n’omp néméd eur bara hag eur c’horf, ô véza ma hon eûz holl hol lôd enn hévéleb bara.

18. Gwélit Israel hervez ar c’hîk : ar ré a zebr eûz a voéd ar sakrifiz, ha n’hô deûz-hi kéd hô lôd enn aoter ?

19. Pétrâ éta ? Ha lavaroud a rann-mé é vé eunn dra ar péz a zô lazet d’ann idolou, pé é vé eunn dra ann idol ?

20. Hôgen lavaroud a rann pénaoz ar péz a lâz ar Jen̄tiled, a zô lazet gan̄t-hô d’ann diaoulou, ha nann da Zoué. Hôgen na fell kéd d’in é teûfac’h da gen-vreûdeûr d’ann diaoulou : na hellit két éva kalir ann Aotrou, ha kalir ann diaoulou.

21. Na hellit két kaoud hô lôd é taol ann Aotrou, hag é taol ann diaoulou.

22. Ha nî a fell d’é-omp rei gwarizi d’ann Aotrou ? Ha nî a zô kréoc’h égét-han̄ ? Pép-tra a zô aotréed d’in, hôgen pép-trâ n’eo két talvouduz.

23. Pép-trâ a zô aotréed d’in, hôgen pép-trâ na rô kéd a skouér-vâd.

24. Na glasked dén ar péz a zô d’ézhan̄ hé-unan, hôgen ar péz a zô da eunn all.

25. Debrit eûz a gémen̄t trâ a werzeûr er gigérez, héb ôber goulenn é-béd enn abek d’ar goustian̄s.

26. Ann douar a zô d’ann Aotrou, ha kémen̄d a zô enn-han̄.

27. Mar teû eunn dén difeiz-bennâg d’hô pidi, ha mar fell d’é-hoc’h mon̄t, dibrit euz a gémen̄t trâ a vézo lékéad dira-z-hoc’h, héb ôber goulenn é-béd enn abek d’ar goustian̄s.

28. Ma lavar eur ré d’é-hoc’h : Ann dra-man̄ a zô bét lazet évid ann idolou, na zebrit két, enn abek d’ann hini en deûz he ziskuḻet d’é-hoc’h, hag enn abek d’ar goustian̄s :

29. Na lavarann két d’hô koustian̄s, hôgen da goustian̄s eunn all. Râk perâk va fran̄kiz a vije-hi barnet gan̄t koustian̄s eunn all ?

30. Mar kémérann va lôd enn eur drugarékaat, pérâk é lévéreur droug ac’hanoun évid eunn dra évit péhini em eûz trugarékéet ?

31. Pé é tebrot éta, pé éc’h évot, pé é réot eunn dra-bennâg all, grit pép-tra é gloar Doué.

32. Na rôit gwall-skouér, na d’ar Iuzevien, na d’ar Jen̄tiled, na da Iliz Doué :

33. Ével ma fell d’in va-unan plijoud d’ann holl é pép-trâ, hép klaskoud ar péz a zéré d’in, hôgen ar péz a zéré da galz, évit ma vézin̄t salvet.


————
XI. PENNAD.


1. Bézit heûlierien din, ével ma’z ounn heûlier d’ar C’hrist.

2. Hô meûli a rann, va breûdeûr, ô véza ma hoc’h eûz koun ac’hanoun é pép-trâ, ha ma virit va c’hélénnadurésiou ével ma em eûz hô rôed d’é-hoc’h.

3. Hôgen mé a fell d’in é oufac’h pénaoz ar C’hrist eo ar penn eûz ar goâz, ar goâz ar penn eûz ar vaouez, ha Doué ar penn eûz ar C’hrist.

4. Pép goâz a béd pé a ziougan, hé benn gôlôet, a vézéka hé benn.

5. Hôgen pép maouez a béd pé a ziougan, hé fenn dizôlô, a vézéka hé fenn : râg ével pa vijé lékéad da véza moal eo.

6. Râk ma na c’hôlô kéd eur vaouez hé fenn, ra vézô touzet. Râk mar d-eo mézuz da eur vaouez béza touzet, pé béza moal, ra wéliô hé fenn.

7. Hôgen ar goâz na dlé két gôlei hé benn ; râk skeûden ha gloar Doué eo : hag ar vaouez a zô gloar ar goâz.

8. Râg ar goâz né két bét tennet eûz ar vaouez, hogen ar vaouez eûz ar goâz.

9. Hag ar goâz n’eo két bét krouet évid ar vaouez, hôgen ar vaouez évid ar goâz.