Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/578

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
576
ken̄ta lizer san̄t paol abostol

vé gan̄-én̄ mervel, égét koll ar gloar enn abek da unan-bennâg.

16. Râk mar prézégann ann Aviel, né kéd d’in ar c’hloar, râk da gémen̄t-sé ounn dalc’het. Ha gwâ mé, ma na brézégann kéd ann Aviel.

17. Ma her grann a-galoun-vâd, em bézô gôbr : hôgen ma her grann gan̄d hérez, né rann néméd darnaoui ar péz a zô bét fisiet enn-oun.

18. Pénaoz é kavinn éta va gôbr ? O prézégi ann Aviel, enn hévélep doaré ma hé brézéginn hép mizou, hag hép gwall-ôber eûz ar galloud em eûz ô prézégi ann Aviel.

19. Râk ô véza dieûb é-kén̄ver ann holl, ounn en em lékéad da sklâv d’ann holl, évit gounid kalz a dûd.

20. Ével eur Iuzéô ounn en em lékéat é-touez ar Iuzevien, évit gounid ar Iuzevien.

21. É-touez ar ré a zô dindân al lézen, ounn en em lékéad ével pa vijenn dindân al lézen (pétrâ-bennâg na oann két dindân al lézen), évit gounid ar ré a ioa dindân al lézen. É-touez ar ré a ioa hép lézen, ounn en em lékéad ével pa vijenn hép lézen (pétrâ-bennâg m’am boa eul lézen dirâk Doué, ô véza m’am boa lézen ar C’hrist), évit gounid ar ré a ioa hép lézen.

22. Gwân ounn en em lékéat gan̄d ar ré wân, évit gounid ar ré wân. Holl ounn en em lékéad d’ann holl, évit savétei ann holl.

23. Hôgen kémen̄t-sé a rann évid ann Aviel, évit m’am bézô va lôd er péz a ziougann.

24. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz pa rédeur enn eunn dachen, ann holl a réd, hôgen unan hép-kén a c’hounid ar gôbr ? Rédid éta évid hé c’hounid.

25. Hôgen ar ré holl a striv enn dachen, a ziouer pép-trâ : ha kémen̄t-sé évit kaoud eur gurunen vreinuz ; ha nî a c’héd unan divreinuz.

26. Évid-oun-mé a réd, nann ével diouc’h ann darvoud : striva a rann, nann ével ma skôfenn enn éar.

27. Hôgen kastiza a rann va c’horf, hag hel lakaann da véza sklâv, gan̄d aoun goudé béza prézégét d’ar ré all, na zeûfenn da véza kollet va-unan.


————
X. PENNAD.


1. Hôgen na vennann két, va breûdeûr, é vec’h hep gouzout pénaoz hon tadou a zô bét holl dindân ar goabren, ha pénaoz hô deûz holl treûzet ar mor Rûz ;

2. Pénaoz in̄t bét holl badézet dindân rén Moizez, er goabren hag er môr :

3. Pénaoz hô deûz holl debret eûz a eunn hévélep kîk spéréduz ;

4. Ha pénaoz hô deûz holl évet eûz a eunn hévélep dour spéréduz (râg éva a réan̄d dour eûz ar méan spéréduz a iéa war hô lerc’h ; hag ar méan-zé a oa ar C’hrist) :

5. Hôgen nébeûd eûz al lôd brâz anézhô a zô bét hétuz da Zoué ; râk hogos holl é oen̄t diskaret enn distrô.

6. Hôgen kémen̄t-sé a zô bét eur skeûden ac’hanomp, évit n’en em rôimp kéd d’ar gwall-ioulou, ével ma in̄t en em rôet.

7. Évit na zeûimp kéd da idolatred ével lôd anézhô, diwar-benn péré eo skrivet : Ar bobl a azézaz évid dibri hag éva, hag é savchon̄t évit c’hoari.

8. Évit na raimp kéd a c’hadéléz, ével ma réaz lôd anézhô, eûz a béré é kouézaz marô enn eunn dervez tri mil war-n-ugen̄t.

9. Évit na demptimp kéd ar C’hrist, ével ma temptaz lôd anézhô, péré a oé lazet gan̄d ann aéred.

10. Évit na zôroc’hot két, ével ma soroc’haz lôd anézhô, péré a oé lazet gan̄d ann éal gwaster.

11. Hôgen kémen̄t-sé holl a c’hoarvézaz gan̄t-hô dré skeûden ; ha skrivet in̄t bét évid hor c’hélenna, nî péré a zô deûet é divez ann amzeriou.

12. Râk-sé néb a venn béza enn hé zâ, lakaed évez da gouézché.

13. N’hoc’h eûz bét c’hoaz némét temptasionou ével m’hô deûz ann dûd : hôgen Doué a zô féal, ha na c’houzan̄vô két é vec’h temptet enn tû all d’hô ners ; hôgen lakaad a rai da zon̄d eûz ann demptasion eur gounid évid-hoc’h, hag évid hô ken̄derc’hel.

14. Râk-sé, va breûdeûr kér-meûr-