Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —



  1. Pa voe ganet hon Salver ’us d’e graou ’pad an noz,
    O moueziou flour a gane soniou ar Baradoz ;
    Pa rae e vurzudou e pep lec’h e heulient,
    Pa varvas war ar C’halvar, ’tal ar Groaz e klemment.

  2. Int ’lamas ar maen pouner a stouve war e vez,
    A strafuilhas ar gwardou ’oa outan war evez ;
    E-pad ma pigne d’an Nenv betek e dron uhel,
    Daou Ael a zic’hlac’hare kalon an ebestel.

  3. ’us d’an Iliz katolik e nijont a-vandenn,
    Er peuc’h evit he mirout, er brezel d’he difenn :
    Yudal forz a ra warni Satan hag ar re fall ;
    Harpet-mat eo a-bell ’zo, n’haller ket he finval.

  4. An dud varo, deiz ar Varn, ganto a vo galvet,
    Hag e traonienn Jozafad a bep tu dastumet :
    Stlepel ’raint ’kreiz an ifern diaoulou ha re daonet,
    Ha dougen d’ar Baradoz ar gristenien salvet.

  5. Neb a gar a zo karet ; neb a bed, skoazellet ;
    Hep eun Ael mat d’e virout n’eus ket eun den er bed :
    Heuliomp e ali bepred, hep ober poan d’ezan ;
    Hag er Baradoz ivez ’vimp eürus gantan.




N° LXXIII. — Pedenn d’an Ael-mat.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4=104
      \key g \major
      \time 2/4
      \partial 4*1
      e4 b' b8( a) | g fis g fis \break
      \time 3/4 e2 e4 | \time 2/4 b'4 b8( a) | g fis g fis | \time 3/4 e2 fis8( g) \break
      \time 2/4 a4 a8( c) | b a g a | \time 3/4 b2 a8( g) \break
      \time 2/4  fis4 fis8( a) | g fis g fis | e2\fermata \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Me oar e cho -- mit deiz ha
      noz, d’am heul ’vit rei d’in ho pen -- noz Pe --
      naos ’teu -- fen d’hoc’h an -- kou -- naat, ma
      gwel -- la mi -- gnon, ma Ael -- mat_?
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }