Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —


  1. Piou ’lavaro, kristenien, pegoulz eo bet krouet,
    Gant Doue hollc’halloudek an Aelez binniget ?
    Araok ar mor, an douar, ar stered lugernus,
    E kanent o meuleudi d’an Drinded Hollbadus.

Diskan
    Aelez Doue, Aelez eürus
    desket d’imp servija Jezuz ;
    ’veldoc’h ez omp e vugale,
    An Neñv a zo hon bro ivez.

  1. Gwelet o deus an douar o kemer e dachenn,
    An heol o skuilha warnan e genta sklerijenn ;
    Dirazo e tibabas Doue ar pri melen,
    Ma reas gantan ken brao e gorf d’ar c’henta den.

  2. Skrijet o deus pa gouezas Adam en e bec’hed,
    Ha pa ruilhas gwad Abel gant dourn e vreur lazet,
    Pa glevjont o tidarza ar c’hurunou spontus,
    Hag an dour-beuz o tiruilh war benn an dud kablus.

  3. Ouz Abraham e Membre ’lies o deus komzet,
    Gant Moizez er gouelec’h pell o deus baleet,
    Tridet o deus pa gane David ha Salomon,
    Pa c’harme Jeremiaz war lein menez Sion.

  4. Eun Ael a zezrevelas d’ar profed Daniel
    Pegoulz e tlee Jezuz ha genel ha mervel,
    Eun Ael henchas Tobiaz eus Niniv da Rajez ;
    Izaiaz hag Eliaz a veve en o zouez.