Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —



  1. Gounit arc’hant, koll ar wir Feiz,
    Eürusted ar vuhez, e Breiz,
    Dispriza ha bro ha kerent,
    Ankounaat an Anaon, ar Sent,

  2. Darn en arme, darn all war vor
    A zifenn o bro gant enor,
    Hag a chom hep ober brezel
    D’an diaoul ha d’ar pec’hed marvel.

  3. Kasit d’o gwelout, o Gwerc’hez,
    Unan bennak eus hoc’h Aelez,
    Unan eus ar re ’zo breman
    Ganimp o kana d’eoc’h aman.

  4. Hoc’h Ael d’ezo a lavaro,
    Eus ho perz, eus perz tud o bro,
    Daoulina bep beure ha noz,
    ’vel ma raent en o farroz.

  5. Hoc’h Ael d’ezo a lavaro,
    Sonjal en o c’herent, ’n o bro,
    Klevout bep sul an oferenn,
    Ha tostaat ouz ar Binijenn !

  6. Faea an holl dud dizoue,
    Hag anzav Jezuz o Roue :
    Neb en deus mez eus e gredenn
    Ne deo na Breizad na kristen !

  7. Dont ivez dalc’hmat ha bemdez
    D’en em domma ouzoc’h, Gwerc’hez,
    Ha distrei alies a spered
    Betek Santez Anna Wened.

  8. Bep bloaz e teu ar wennili
    D’ober he neiz er nemes ti :
    Hag hec’h evned a vo savet
    E-lec’h ma ’z eo bet hi maget.

  9. Degasit an holl Vretoned,
    Micherourien ha soudarded,
    Mari, o degasit d’ar gêr
    E-lec’h ma chome o zud ker.

  10. Ma vint gant o zud eürus,
    Ha ma varvint e peuc’h Jezuz
    Ma vo c’hoaz o c’horf douaret
    E-tal bez o mamm, er vered.