Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —



  1. Pa sone trist o eur diweza(n),
    O daouarn stardet ouz ar Groaz,
    A galon kent kuitaat ar bed-man,
    E c’halvent Mari eur wech c’hoaz.

  2. Breman ganti dirak tron Jezuz,
    Emaint bodet er Baradoz :
    Ganti d’hon tro ni a vo eürus
    Mar heuliomp roudou hon tud-koz.




N° LVIII. — Da Vari evit ar Vretoned divroet.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=69
      \key d \major
      \time 3/8
      \partial 8*1
      b'8 a4 fis8 | d4 e8 | fis4 g8 | a4.~ \break
      a8 r b | a4 fis8 | d4 e8 | fis4 g8 | a4.~ \break
      a8 r a | a4 d8 | cis4 b8 | a4 g8 | fis4.~
      fis8 r b | a4 g16( fis) | e4 fis8 | g4 e8 | d4.~ | d8 r \bar "|."
    }
    \addlyrics{
       Ma -- ri pa’z oc’h Mamm Breiz -- I -- zel
       Ni ho ped da deu -- rel eur sell
       War meur a Vre -- ton di -- vro -- et
       Ha ga -- nimp -- ni n’ho pe -- dont ket.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


  1. Mari pa’z oc’h Mamm Breiz-Izel
    Ni ho ped da deurel eur sell
    War meur a Vreton divroet
    Ha ganimp-ni n’ho pedont ket.

  2. An delienn c’hlas, eur wech distag
    Diouz ar wezenn he doug, he mag,
    Kaer he deus nijal ha bale,
    Er poull a vreino hep dale.

  3. Evel-se kalz a Vretoned.
    Pell diouz ar gêr pa ’z int tec’het
    A wenv a gorf hag a galon
    Hep Doue na relijion.

  4. Kalz a zismantr ’hed an hentou
    Pinvidigez o eneou.
    War zigarez gounit arc’hant
    A freg sae wenn o badeziant.