Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —


N° LI. — Da Vari, Patronez Eur Barroz Pe Eur Chapel.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=66
      \key f \major
      \time 6/8
      \partial 8*1
      f8 a4 bes8 c4 d8 | c4( bes8) a4 a8 \break
      a( g) f g4 a8 | a4.~ a4 f8 | a4 bes8 c4 d8
      c4( bes8) a4 a8 | a( g) f g4 a8 | a4.~ a4 a8^\markup {\italic Diskan} \bar "||"
      a4 a8 a( g) a | bes4( a8) g4 g8 | a( bes) c c( bes) a \break
      g4.~ g4 f8 | a4 bes8 c4 d8 | c4. f,4 bes8 \break
      a4 a8 g( a) g | f4.~ f4 r8 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
       Rou -- a -- nez vras an Nen -- vou a
       zo hon pa -- tro -- nez en des -- pet d’hon pe --
       c’he -- jou ha d’hon sem -- pla -- du -- rez. C’houi
       zo bet Gwer -- c’hez Va -- ri mamm vad hon ta -- dou
       koz_: War -- nomp i -- vez ni ho ped da
       skuil -- ha ho pen -- noz.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


  1. Rouanez vras an Nenvou a zo hon patronez
    En despet d’hon pec’hejou ha d’hon sempladurez.

Diskan.
    C’houi zo bet Gwerc’hez Vari mamm vad hon tadou koz :
    Warnomp ivez ni ho ped da skuilha ho pennoz.

  1. Aman, pa vezomp dinec’h, d’he meuli e teuomp,
    Ha da ouela dirazi pa gouez anken warnomp.

  2. Nag a glenved eneou, nag a boaniou spered
    A zo bet aman ganti ’n hec’h iliz pareet !

  3. Pegen dous ar blijadur a garg hon daoulagad
    Dal ma welomp ti hon Mamm kuzet ’n eun tammig koad !

  4. Hon c’halon a drid ennomp o klevout, dudius,
    Mouez he c’hloc’h teir gwech bemdez o son an Anjeluz.

  5. Paour, pinvidik e teskomp abred d’hon bugale
    Anavezout, servija Rouanez an Aele(z).