Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —



  1. Lavarit d’in, bugaligou,
    Er pradou o kutuilh bleuniou,
    Ha bleunv ken kaer ’zo er pradou ?

  2. Nag en Arvor, nag en Argoad,
    Er menez, en oabl, nag er prad,
    Netra ken kaer, netra ken mat.

An Ao. Kermarker.




N° L. — Mari hon Mamm garantezus.
Ton : V.


  1. Ezomm en deus en e neizig
    Eus askell e vamm, an evnig :
    Dindan ho tiouaskell ive(z),
    Mari, kuzit ho pugale.

  2. D’an hanv, pa verv an heol re domm,
    Ar roz a c’hlao en deus ezomm,
    Degasit warnomp gliz Doue,
    Sec’h-korn, allas ! eo hon ene.

  3. Ezomm o deus an denved keiz
    Da veza miret ouz ar bleiz ;
    Ni hon eus ezomm, Gwerc’hez c’hlan,
    Da veza miret ouz Satan.

  4. Eur c’hrouadurig ’n e glenved,
    Gant an derzienn pa vez devet,
    A c’halv e vamm evit kaout dour :
    Ni ’zo klanv-bras, deut d’hon sikour.

  5. War vor, pa stourm ar gwall amzer,
    Hep dale bag ar peskataer
    Ouz ar rec’hel a vez drailhet
    Ma chom an Avel kounnaret.

  6. Ar bed a zo eur mor euzus
    Tenval, meinek ha houlennus :
    Hon bag a zo skanv ha dister,
    Diwallit-hi, o Mamm dener !

(Troet diwar Brezoneg Gwened.)