Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —


  1. O ma ene kanomp bemdez
    Da Vari meuleudiou
    Hec’h oberou hec’h holl buhez
    A zo leun a vurzudou

Diskan
    Gloar da Vari ha meuleudi
    Pebez burzud eürus
    Mari gwerc’hez ha mamm ivez
    Gwerc’hez ha Mamm da Jezuz.

  1. Teod an den a zo gwall zister
    Evit komz eus a Vari ;
    Met he c’halon a zo tener
    Holl e c’hallomp he meuli.

  2. Eus a Vari an holl boblou
    A denn gloar ha sklerijenn,
    He santelez he vertuziou,
    A zo skouer ar gristenien.

  3. He mouez ’lavar, leun a druez :
    « Sentit, sentit ouz Jezuz,
    « Ha m’e garit ’hed ho puhez,
    « Jezuz ho lako eürus. »

  4. Kalonou sec’h ha glac’haret.
    Deut da gavout ar Werc’hez ;
    Gant Mari ’vezer frealzet
    Er vrasa tristidigez.

  5. C’houi pec’her paour a-greiz kalon
    Pedit, enorit Mari :
    Hag evit kaout gras ha pardon
    Ho pet holl fizians enni.