Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —


  1. Santez Mari Mamm Doue e pep amzer gwerc’hez
    Jezuz a zo ma Roue ha c’houi ma Rouanez
    Jezuz a vo ma barner bezit ma Fatronez
    Hag evidon dirazan bezit difennourez.

  2. E-touez ho servijerien, d’am c’hemer me ho ped,
    Meurbet eo dous ho serviji, c’houero servij ar bed :
    Netra dre holl an douar, a bep tu pa sellan,
    Netra ken karantezus eveld’oc’h ne welan.

  3. O Gwerc’hez, me lavar d’eoc’h, na rin, na lavarin
    Netra enep hoc’h enor e-keit ha ma vevin :
    En-dro d’in, den ne lezin, mar gallan d’ho poania,
    D’ ho poania, Mamm ma Jezuz, ar Vamm an denera.

  4. Hed ma buhez em labour sonjit ennoun bepred,
    Dreist pep tra, war ma maro, deut d'am sikour, m’ho ped.
    En ho taouarn d’am Barner mar dougit ma ene,
    Sur ec’h in d’ar Baradoz d’ho meuli hep dale.

  5. Evit gwelloc’h enori ano ma Rouanez,
    Ha beza bugel gwirion ar Vamm a vadelez,
    Me a glasko rei skoazell d’an dud kaez ankeniet,
    Breudeur omp holl, bet prenet gant he Mab binniget.




N° XXXIX. — Kantig sant Kazimir, roue.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4=104
      \key g \major
      \override Rest #'style = #'classical
      \time 3/4
      \partial 8*2
      d8 d g4 g b8 g | a4 a c8 e \break
      d4 b c8 a | g2 d8 d | g4 g b8 g
      a4 a c8 e | d4 b c8 a | g2 \bar "||" b8^\markup {\italic Diskan} c
      d4 b d8 d | c4 a c8 c | b4 g b8 b \break
      a4 r d,8 d | g4 g b8 g | a4 a c8 e
      d4 b c8 a | g2. \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      O ma e -- ne ka -- nomp bem -- dez da Va --
      ri meu -- leu -- di -- ou hec’h o -- be -- rou hec’h holl
      bu -- hez A zo leun a vur -- zu -- dou Gloar da
      Va -- ri ha meu -- leu -- di pe -- bez bur -- zud e -- ü --
      rus Ma -- ri gwer -- c’hez ha mamm i -- vez gwer -- c’hez
      ha Mamm da Je -- zuz.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }