Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —



  1. Sonjomp d’ar genta dizenez
    Er joa he devoa ar Werc’hez
    Pa voe gant an ael saludet
    Evel Mamm da Salver ar bed.

Diskan
    Ave, ave, ave Maria ;
    Ave, ave, ave Maria.

  1. En eil mister setu Mari
    O kuitaat he bro hag he zi,
    Evit gwelout Elizabed,
    A zouge Sant Yann binniget.

  2. En trede mister, hon Salver
    ’zo ganet en eur c’hraou dister,
    Hag a lavar d’imp distaga(n)
    Hon c’halon diouz traou ar bed-man.

  3. Er pevare mister, joaus
    Ar Werc’hez hag he mab Jezuz
    ’n em ginnig en templ evidomp :
    Ganto da Zoue ’n em ouestlomp.

  4. Er pempet mister, ar Werc’hez
    A gavas goude tri devez
    He mab e-touez an doktored,
    Leun a furnez hag a spered.




N° XXXIII. — Ar pemp mister a C’hlac’har.
Ton : XX.


  1. Ar c’henta mister truezus
    A Ziskouez d’imp glac’har Jezuz
    Beuzet en eur c’houezenn a wad
    Ha stouet o pedi e dad.