O Kalon Sakr eus ma Jezuz

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O Kalon Zakr.

A. Prud’homme, 1934  (p. 23-25)



N° XX. — O Kalon Sakr



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \clef treble
      \key g \major
      \tempo 4=54
      \time 2/4
      g'4 e8 fis | \time 3/4 d4 g a8 b | \time 2/4 g4. r8 | \break
      g4 a8 b | \time 3/4 c4 b g16( a) b8 | \time 2/4 a4. r8 | b4 a8 g | \break
      \time 3/4 g8( fis4)\breathe g8 a b | \time 2/4 a4. r8 | b4 a8 g | \break
      \time 3/4 g4 d e8 fis | \time 2/4 g4. r8 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      O Ka -- lon sakr eus ma Je -- zuz
      Ka -- lon meur -- bet ka -- ran -- te -- zus Pli -- jit se --
      laou ar pe -- den -- nou A sav eus
      kreiz hon c’ha -- lo -- nou.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


  1. O Kalon sakr eus ma Jezuz
    Kalon meurbet karantezus
    Plijit selaou ar pedennou
    A sav eus kreiz hon c’halonou.

  2. C’houi eo ar vammenn dalvoudus,
    Eus ar grasou krenv ha nerzus
    A c’hallan Kaout da bep mare
    ’vit derc’hel buhez em ene.

  3. O kalon Sakr c’houi ’zo eun nor
    Hag a welan bepred digor,
    Da zegemer ar bec’herien,
    Pa ouzont ober pinijenn

  4. Bet oun, siouaz, o ma Salver
    Dianaoudek en ho kenver :
    Sellit ous ma ene dic’hrad,
    Distrei a ran a galon vat.

  5. Torret em eus lezenn Doue.
    Kant ha kant mil gwech em buhe(z) ;
    Muntrer euzus, bugel divat,
    Treuzet em eus kalon ma Zad !

  6. Pastor mat c’houi hoc’h eus klasket
    An danvad a oa dianket,
    Setu hen o c’houlenn Pardon,
    Digorit d’ezan ho kalon.

  7. Stouet holl betek an douar,
    Hon c’halon rannet gant glac’har,
    (Lavaromp d’ezan, truezus :)
    Pardon, Pardon, Kalon Jezus !

  8. Pardonit d’imp-ni Kristenien
    An diegi, ar yenijenn
    Hon eus het ouzoc’h, keit amzer,
    Er Sakramant eus an Aoter.

  9. Pardonit c’hoaz au torfejou,
    An dismegans, ar blasfemou,
    Graet enep d’eoc’h gant an dud rall,
    Ken gwaz hag er C’halvar gwechall !


  1. Me a garfe em gwad gwalc’hi
    Eus ma c’halon ar falloni :
    Da vihana me a ouelo
    D’ezi betek eur ma maro.

  2. Ouspenn se en hoc’h ilizou
    Gant doujans ’larin pedennou :
    Alies er gomunion
    E tigorin d’eoc’h ma c’halon.

  3. An oferenn c’hoaz a glevin
    Ken alies ha ma c’hallin :
    Eno e kinnigin d’ho Tad
    Ho kalon bev ha leun a wad.

  4. Ho pet sonj ivez, ni ho ped,
    Eus kalon ho mamm bet treuzet,
    E-harz ar Groaz gant seiz kleze
    Dre an nerz eus he c’harante(z).

  5. Unanomp breman hon moueziou,
    Lavaromp dre hon c’hantigou :
    Gloar d’ho Kalon, Salver Jezuz,
    Gloar d’ho Kalon, Mamm druezus.